1. Goulenn a reer evit kaout udb.
&
Ent strizh.
Goulenn dezhañ stumm ur bedenn, a reer ouzh Doue, ouzh ub., h.a.
2. NEVEZ. STLENN.
Enklask a reer ouzh ul lusker enklask, un diaz roadennoù, h.a. dre ober gant gerioù-alc'hwez.
N'eus bet distroet netra da'm rekedoù war ar ger-mañ.
3. BEZAÑ REKED EUS UDB., WAR UDB. : bezañ klask warnañ.
Da vare Nedeleg e vez reked war ar c'hregin. Pa vez reked eus un dra e vez bepred ker.