Doar./Stn.
1. (db. tuioù an traezoù, ar follennoù)
Zo en tu all d'an tu a weler da gentañ, d'an tu a seller outañ evel an tu pennañ.
Pep medalenn he deus he zu rekin.
&
Trl.
(db. obererezhioù an dud)
Mont en tu rekin : mont da fall.
Aet eo an aferioù en tu rekin. E aferioù a ya holl en tu rekin.
2. (db. udb. pe ub. e-keñver unan all)
Zo durc'haet keñver-ha-keñver, kein-ha-kein, a bep tu d'un ahel faltazius.
Rekin an eil d'egile.
HS. enep, gin, kontrol.
3. (db. an dud)
A sav pe a vourr sevel a-enep, a gav abeg en traoù.
Da zifenn ouzh ar re zo rekin dimp en afer-se. Ur spered rekin eo, ne wel netra nemet a-dreuz.
HS. gin, kontrol.
4. Dre ast.
Zo imoret fall, a ra an traoù gant kasoni. Rekin eo Frañsez ; hegaset eo gant klemmerezh an dud. Gallout a ran habaskaat ma gwreg pa vez rekin.
DHS. araous.
HS. grignous.