Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Kleñved zo kiriek da boanioù bras er c'henvelloù. Bezañ dalc'het gant ar remm, bezañ gant ar remm. Tizhet gant ar remm, ne oa ket mui evit bale. HS. arwez-douar. [1878] En he c’hozhni, brevet he c’horf gant ar remm, e c’hoantaas kaout ganti he nizez Frañseza

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

remm

1499
Daveenn : LVBCA p174

dalc'het eo gant ar remm

1850
Daveenn : GON.II pg remm

remm

1850
Daveenn : GON.II pg remm

En he c’hozhni, brevet he c’horf gant ar remm, e c’hoantaas kaout ganti he nizez Frañseza. Ar pezh a c’hoantaas a voe graet. Marvet eo dre gozhni.

1878
Daveenn : EKG.II p.233

remm

1909
Daveenn : BROU p. 414 (rhumatisme ; il désigne surtout les humeurs)

troet ar remm outañ

1909
Daveenn : BROU p. 414 (rhumatisme)

Aner e vije bet dit klask e gouenn Vanos, er mare ma komzan, dremmoù krizet a roufennoù, genaouioù kamm ha dizent, choukoù o krommañ dindan bouez an hirhoal, izili treuzet gant ar remm hag ar glizi, korfoù disneuziet gant labour tenn an douar.

1923
Daveenn : SKET p.69-70

— Ar pezh a zo gwir, eme Jarlig kozh, sant Kireg a wenve hag a ziwrienne ar goañvennoù, an darouedennoù, ar gwenaennoù ; sant Melar a roe nerzh d’ar vugale blank ; sant Kado a yac’hae ar goulioù, sant Urlo ar remm, sant Kirio ar gorioù ; santez Roza a zigase laezh e bronnoù disec’het ar mammoù ; sant Herbot a wellae al loened, ha Gwerc’hez Itron-Varia ar Jaou a sederae, a sklaerijenne ar speredoù klañv gant an displijadur…

1925
Daveenn : BILZ2 p.134

remm

1931
Daveenn : VALL pg articulaire

Pa zegouezhas Job ha Lom e Karreg-al-Louarn, ar voereb a oa war he gwele gant ar remm hag ar gozhni.

1944
Daveenn : ATST p.29

Ar remm a groge enni muioc’h-mui.

1944
Daveenn : ATST p.50

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial