Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. Sevel roll an traoù zo en un ti, en un atant, h.a., gant ar perc'henn hag ar feurmour, ar merour, zo o vont kuit pe an hini zo o tont. [1954] Soñj hoc’h eus emichañs eus ar c’hloareg diveleget-se na baoueze ket da gas kuit ar venec’h, d’argasiñ al leanezed, da renabliñ madoù an ilizoù, ha d’itrikañ taolioù ken kaer all. B. Dre ast. 1. Sevel ur roll. Renabliñ an holl draoù degaset ganimp. [2015] Eus un eil obererezh d'eben en deus savet [an den e darempred gant ar mediaoù] un teuliad media e-lec'h ma vez renablet ar gazetennerien anavezet gantañ deus un tu hag an holl vediaoù hag ajañsoù deus an tu all. 2. Ober kontoù. Renabliñ an dispignoù. 3. Sellet ouzh e vadoù. Renabliñ zo bale ar parkoù da welet penaos emañ kont. II. V.g. Dre skeud. Renabliñ a ranko gant e voued : ret e vo dezhañ debriñ nebeutoc'h.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Soñj hoc’h eus emichañs eus ar c’hloareg diveleget-se na baoueze ket da gas kuit ar venec’h, d’argasiñ al leanezed, da renabliñ madoù an ilizoù, ha d’itrikañ taolioù ken kaer all.

1954
Daveenn : VAZA p.56

Eus un eil obererezh d'eben en deus savet [an den e darempred gant ar mediaoù] un teuliad media e-lec'h ma vez renablet ar gazetennerien anavezet gantañ deus un tu hag an holl vediaoù hag ajañsoù deus an tu all.

2015
Daveenn : DISENT p124

Goude-se peogwir ez eus tu da c'hounit ar stourm-se c'hoazh : n'eus hini ebet evit kompren penaos e c'hall bezañ graet war-dro un den digablus eveldoc'h – betek na vefe prouet ar c'hrontrefed – evel ma vefe un torfedour, ha perak e vefe ret renabliñ roudoù TDN an emsaverien bolitikel ha ket re ar wallerien hag ar sponterien tra ken.

2015
Daveenn : DISENT p167-168

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial