Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. [1985] Redi pe hollad redioù a dalvez d'un aozadur bnk. [1985] Kement hini ha ranke mont, hervez ar reolenn, da reiñ ur banne gwad. Heuliañ strizh ar reolenn. Ur reolenn strizh. & Trl. Mont diwar ur reolenn : na blegañ, na zoujañ dezhi. & Ent strizh Hollad redioù buhez ur manati. Bep ar mare e rae skrivañ ur gentel eus ar reolenn nevez. 2. (db. an hiniennoù) Redi a zegemer un den evitañ e-unan hag a ren e vuhez. Bepred e talc'his da heuliañ strizh ar reolenn-se. DHS. sturienn. 3. (db. ar c'hoarioù, ar sportoù) Hollad an divizoù a asanter doujañ dezho e-kerzh ar c'hoari evit e gas da benn. Reolenn an teir eilenn (er c'hoari basket-ball). & Dre ast. (db. ar boestadoù c'hoarioù) Paperenn a gaver warni ar reolennoù a ren ar c'hoari. Kollet em eus reolenn ar c'hoari-mañ. II. 1. Benveg prenn, metal pe blastik a dalvez da dresañ linennoù eeun, da ventañ hedoù. Pakañ un taol reolenn war e vizied. & JEDON. Reolenn-jediñ : benveg plat anezhan div reolenn a lakaer da riklañ an eil war eben a dalvez d'ober jedadennoù. 2. (db. micherioù zo) Benveg prenn pe aluminiom, plat, hir hag eeun a dalvez d'ur plastrer da ledañ plastr ouzh ar mogerioù pe d'ur mañsoner da ledan a-blaen gorreadoù simant tev. Ar skiant hag ar reolenn.

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

reolenn

1499
Daveenn : LVBCA p175 (reule)

reolenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg regle

reolennoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg reolen

hervez ar reolenn

1732
Daveenn : GReg pg forme (Qui est dans les formes.)

reolennoù

1850
Daveenn : GON.II pg réol

reolenn

1850
Daveenn : GON.II pg réol

reolenn

1909
Daveenn : BROU p. 414 (règle ; désigne surtout une règle d'ouvrier)

Krediñ a reomp en ene breizhat hag, harpet war hon gwir, oc'h anaout hon dlead, ez omp en-sell da stourm hep plegañ evit an dishualidigezh, en ur ziskleriañ, uhel-mat, pezh a soñj kalz a re all en donder o c'halon aonik, hag e fell deomp e vo hon oberoù diouzh ezhommoù strizh hon c'harantez-vro ha penn-da-benn diouzh spered hon reolenn : Breizh d'ar Vreizhiz ! Renadurezh Strollad Broadel Breizh

1911
Daveenn : PSEP p IX

Kenaozañ [...] reolennoù an azeulerezh.

1923
Daveenn : SKET p.162, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Élaborer les règles du culte".

Urzhiañ ar velegiezh a reas ha kenaozañ reolennoù an azeulerezh d’an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.57

Setu amañ ar reolenn a heuillii, pa ergerzhi ar bed, er broioù a zo e dalc’h ar gouennoù du ha milliget.

1924
Daveenn : SKET.II p.28

Hounnezh e voe ar reolenn ma voe reizhet diouti buhez Vindosêtlos adal ma tremenas, etre divrec’h Kênos, treuzoù Vissurix betek an deiz ma kimiadas, hag eñ deut da zen yaouank, evit distreiñ davet e gerent.

1924
Daveenn : SKET.II p.17-18

Evit o mirout ez eus reolennoù na dleer o zerriñ biken.

1924
Daveenn : SKET.II p.28

A-enep d'an eil reolenn e kaver alies aberioù 'zo a zo naou-dinaou gant o naoz.

1943
Daveenn : TNKN p21

— « Astennit ho torn ». Dao ! un taol reolenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p21

Ar reolenn-mañ a reas muioc'h a vad eget a zroug d'ar brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

Sachañ war an divjod gant e zaou viz ; ha skeiñ taolioù reolenn war-du diavaez an dorn.

1944
Daveenn : EURW.1 p21

Unan eus reolennoù ar gouent a gemenne e vije fiziet er yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn, pep a sizhuniad labourioù izel, da voazañ o c'halonoù ouzh ar sentidigezh hag an izelegezh.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Bep gwener d'abardaez, e vez bodet, hervez ar Reolenn, an holl zanvez-leaned hag ar vreudeur-lik e chapel ar gouent evit «anzav » a vouezh uhel, dirak an holl, hag a-youl-kaer [sic], un torr pe dorrig d'ar Reolenn.

1949
Daveenn : SIZH p.59

amañ e ris anaoudegezh gant ur Breizhad, hag a oa, a c'heller lavarout, un amezeg din peogwir e oa eus tiegezh ur marc'hadour hadoù eus Landerne), polis, post hag ospital

1985
Daveenn : DGBD p44

Ar bloavezh 1240 a c'hall bezañ lakaet da boent loc'h ar chanter. Met e dibenn ar XVvet kantved, ouzhpenn daou c'hant hanter-kant vloaz da c'houde, edod c'hoazh o labourat warni [war an iliz-veur] d'he feurechuiñ. Ha c'hoazh e ranker menegiñ ne oa bet peurveget an tourioù nemet en XIXvet kantved. Hevelep gorregezh ne oa ket ur reolenn voutin d'an holl chanteroù da neuze.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 6

[...] ur reolenn-stur all a zo talvoudus e seurt krogadoù : lakaat ar feulster da zigreskiñ.

2015
Daveenn : DISENT p106

Bewech neuze e vo embannet gant ar strollad peseurt reolennoù a dalvezo e-pad an obererezh. Da skouer : "ne vo ket kunujennet an enebourien" pe "sammañ kiriegezh a reomp ma vez ret da stourmerien zo troc’hañ ar roued-orjal evit mont tre en dachenn soudard".

2015
Daveenn : DISENT p66

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial