Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. v.k.e. Reiñ repu da ub. Bezañ eürus da repuiñ ub. Repuiñ ub. en e vro : reiñ degemer da ub. Bezañ repuet evit an noz. 2. v.g. En em dennañ d'ul lec'h bnk. da gavout repu. Aet e oa da repuiñ en ul lec'h distro. Dont a ray en-dro d'ar vro da repuiñ. Repuiñ en estrenvro.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

21. Ha dre okazion ma en devoe an tirant gourc'hemenet ez vefe daouzek dez hep dibriñ nag evañ, he Salver Jezuz-Krist a zigase ur goulm wenn a'n eñv pehini he repue a'r boued spirituel[.]

1576
Daveenn : Cath p18

22. Pan tistroas an impalaer ez eure he frezantañ dirazañ ha pan he gwelas ken kaer ha ken resplañdisant ha maz oa-hi, peheni a estime a vefe kastizet ha tourmantet dre an yunoù hag an abstinasion a grede he devoa graet, ez teuas da estimiñ ez oa bezet repuet ha maget gant ur re er prizon.

1576
Daveenn : Cath p18

repui

1850
Daveenn : GON.II pg répui

repuet

1850
Daveenn : GON.II pg répui

Dilezel a renkjont peurvanoù ha difraostegoù ar c’hlann gleiz, kerkoulz hag o c’hreñvlec’h, evit dont d’en em repuiñ gant o chatal en enezennoù kreiz ar stêr.

1923
Daveenn : SKET p.119

Ar salioù-tronañ, kambr an teñzorioù, ar grignolioù a zo disto ha goullo ; enno e kresk an drez hag en em repu ar gouezed.

1923
Daveenn : SKET p.15

repui

1931
Daveenn : VALL pg asile

Ar gannaded a vezo repuet gant ar vro geltiek o degemero.

1944
Daveenn : EURW.1 p.186

Koeñvet ha diskantet e oa al liv war an nor hep sonell na morzhol. Kloc'herion a repue er gognell, hag a skrabe sklosoù ouzh ar panelloù.

2012
Daveenn : DJHMH p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial