Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. N'eus arvar ebet diwar e benn. Mennozhioù, soñjoù resis. Komz gant gerioù resis. 2. A glot strizh ouzh an traoù evel m'emaint. Un droidigezh resis ha sklaer war un dra. Muzulioù resis. II. Adv. Gant resisted. Gouzout resis petra zo d'ober. DHS. pervezh, pizh, spis. ES. diresis.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

pec'hed resis

1931
Daveenn : VALL pg (péché) actuel

resis

1931
Daveenn : VALL pg article

E-lec'h klask hepken ar rec'hell argollus evit al listri, e vez savet kartennoù resis kenañ e-keñver an donder, d'al listri da c'hallout evel-se ober hent el latar war-bouez un ardivink-sontañ dre an heklev.

1943
Daveenn : TNKN p28

Labour ar vorianed a oa, en ur vont kuit eus ul lec'h bet merket resis, "kargañ" ar gorread-se.

1985
Daveenn : DGBD p71

Eus al latar hefiñv ha difetis en doa brellet daoulagad an noter e-pad ken pell e tifoupe bremañ trumm furm resis un euzhden diaoulek.

2012
Daveenn : DJHMH p20

"Gwelomp se, va mignon", eme an noter, "ha bezit resis. Petra a ra aon deoc'h ?"

2012
Daveenn : DJHMH p.60

Pe vent resis e oa ar begoù-tour da vezañ ?

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 19

Un amprouenn simpl a zo evit gouzout hag-eñ eo "sklaer, resis, bevennet ha gwirheñvel" ar palioù: n'eus nemet goulenn gant ar stourmerien displegañ en ur frazenn verr pe ziv pere eo ar palioù-se.

2015
Daveenn : DISENT p31

Poent eo lâret resis d'ar stourmerien peseurt riskl a zo degaset gant an obererezh en he fezh -traoù foeltret hag an arc'hant a vefe da baeañ evit an distruj- ; ha gant perzh pep hini en obererezh.

2015
Daveenn : DISENT p90

Evit bezañ resis e vo lakaet ho kondaonigezh war teul kentañ ho roll lez-varn – e-lec'h m'eo klok an traoù – hag a zo miret evit pennoù bras ar justis.

2015
Daveenn : DISENT p173

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial