1. Bronneg mor eus ar c'herentiad Phocidae berr-berr e vlevenn, bihan ha palvezek e izili, a vev a strolladoù bihan war aodoù an inizi dh.
HS.leue-mor.
2. (e mor Breizh hag e mor Iwerzhon)
Ar spesadoù Halichoerus grypus ha Phoca vitulina.
Tri bloaz a oa neuze o doa kuitaet enez Londobris war aod an Iberi, tri bloaz ma heulient hent an elerc’h, ma verdeent a-dreuz peurvanoù ar reuniged, hep ken hentadur nemet gant an evned hiraskellek, rakkannaded ar barradoù-amzer.
Tri bloaz a oa neuze o doa kuitaet enez Londobris (3) war aod an Iberi, tri bloaz ma heulient hent an elerc’h, ma verdeent a-dreuz peurvanou ar reuniged, hep ken hentadur nemet gand an evned hir-askellek, rak-kannaded ar barradou-amzer.
1923
Daveenn :
SKET
p.97-98
Enno e fonn ar pesked, kerkoulz hag an dourgon, ar reuniged, an elerc’h.
Enno e founn ar pesked, kerkouls hag an dourgoun, ar reuniged, an elerc’h.
1923
Daveenn :
SKET
p.94
D’ar youc’h-se taer, spouronus, euzhus, trec’h da drouz al lanv hag an avel, da c’hourdrouz ar gorventenn, da c’harmadeg ar reuniged hag ar morevned, e koll armead ar speredoù drouk ha dic’hlan pep nerzh ha pep herder.
D’ar youc’h-ze taer, spouronus, euzus, trec’h da drouz al lano hag an avel, da c’hourdrouz ar gorventenn, da c’harmadeg ar reuniged hag ar morevned, e koll armead ar speredou drouk ha dic’hlan pep nerz ha pep herder.
1923
Daveenn :
SKET
p.116
reunig g.
1923
Daveenn :
SKET
p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "phoque".
« En ouf-mor eus an aod-kornog a reer anezhañ « Ec’hoazlec’h ar Reuniged » ez eus, war ar sec’h, ur vag diwern ha diouel, hag enni ur roeñv hepken.
« En ouf-mor eus an aod-kornog a reer anezan « Ec’hoazlec’h ar Reuniged » ez eus, war ar sec’h, eur vag diwern ha diouel, hag enni eur roenv hepken.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.37
A-daol-trumm, hag int o c'hortoz ma teuy d'ar reuniged sevel war c'horre an dour, e vezont skoet gant ur seizien ha ne dint mui evit flach an disterañ.