Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Kemm bras a c'hoarvez en urzh ur gevredigezh, ur Stad, h.a. Reveulzi zo er vourc'h. Ur reveulzi lennegel. & Dre ast. Dispac'h. Ur gwir reveulzi a vo ezhomm. & Un taol-reveulzi : taol-Stad graet gant tud nes d'ar galloud.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

reveulzi

1931
Daveenn : VALL pg (grand) bouleversement)

Evel-henh e oa ar C'hustum e Breizh d'an Amzer-Grenn betek ar Reveulzi Vras.

1944
Daveenn : EURW.1 p8

Pa strakas ar Reveulzi Vras, gouenn ar Jafrenaoued hag ar Winamanted, abalamour d'he stad a berc'henn douar a yeas a-du gant an noblañs hag ar veleien.

1944
Daveenn : EURW.1 p9

Ha, bemdez, trubuilh, reveulzi, / Dic'hlanniet foll, par d'an dour-beuz, / D'hon drastañ diroll [,] d’hor beulziñ / O skignañ spont, daeloù hag euzh.

1960
Daveenn : PETO p28

Bez' e voe anezhañ ur gwir reveulzi estetek ha teknek en doare da sevel an nevedoù kristen en Europa hag ar savadurezh-se a reno hep tra da geveziñ outi betek diwezh ar Grennamzer, da lavarout eo e-pad tri c'hantved hanter.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial