Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. ar maouezed dh.) 1. Brennid. Dizoleiñ he askre. Lakaat e benn war askre ub. Merc'hed a ziskoueze dezhañ o askre noazh. HS. bruched, brusk, peultrin. 2. Dre ast. Pezh dilhad a c'holo ar bruched. & Ichoù zo etre an dilhad hag ar c'horf. Lakaat ur mouchouer en he askre. HS. brennid, kerc'henn, krubuilh. 3. BARZH., dre skeud. Diabarzh ar c'horf sellet outañ evel sez ar santadoù, eienenn ar vuhez. P'edo c'hoazh en he askre e kleve mouezh flour e vamm. HS. kerc'henn, kreiz (1). 4. (db. an traoù) Kreiz. Komzoù o vont da goll en askre deñval an noz. Askre al lennoù sioul a drid en noz gant ur gridienn hud. HS. kreizon. 5. (db. an dud dre vras) Trl. En e askre : e don e galon. & Trl. KOMZ, LAVARET UDB. DA UB. EN E ASKRE : gant eeunded. Em askre e lavaran deoc'h. 6. Dre skeud. Koustiañs. Ne felle ket dezhañ sammañ e askre gant ur muntr. Un askre c'hlan: direbech. Emziviz an den gant e askre. HS. kreizon.

Skouerioù istorel : 
31
Kuzhat roll ar skouerioù

askre

1499
Daveenn : LVBCA p29 (sain de robe)

askre

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sein, ascle

askre

1732
Daveenn : GReg pg gorge (Gorge, le sein d'une femme.)

asgre disparbuilh

1732
Daveenn : GReg pg gorge (Gorge découverte immodestement.)

askre

1732
Daveenn : GReg pg gorge (Gorge, le sein d'une femme.)

askre

1732
Daveenn : GReg pg gorge (Gorge, le sein d'une femme.)

disparbuilhañ e grubuilh, e asgle

1732
Daveenn : GReg pg debrailler (se débrailler, se découvrir trop l'estomac)

diskouez e vruched, e asgle

1732
Daveenn : GReg pg debrailler (se débrailler, se découvrir trop l'estomac)

asgle, bruched, brennid disparbuilh, digor, dizolo

1732
Daveenn : GReg pg debraillé (ée)

kroaz askre

1850
Daveenn : GON.II pg kroaz-askré (Croix pectorale, celle qu'un évêque porte sur sa poitrine).

askre

1850
Daveenn : GON.II pg asglé (Sein. L'intérieur des habits sur la poitrine. Dans les anciens livres, il signifie "conscience", mais alors il est féminin).

askre

1850
Daveenn : GON.II pg askré, asglé (Sein. L'intérieur des habits sur la poitrine. Dans les anciens livres, il signifie "conscience", mais alors il est féminin).

askre

1850
Daveenn : GON.II pg asklé (Voyez "Askré") (Sein. L'intérieur des habits sur la poitrine. Dans les anciens livres, il signifie "conscience", mais alors il est féminin).

Askre c'hlan diogel e berc'henn.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg askré (Celui qui a la conscience pure est sans crainte ; à la lettre : consience pure sans crainte, son propriétaire).

E guzhet en deus en e askre.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg askré (Il l'a caché dans son sein).

askre

1850
Daveenn : GON.II pg askré, asglé (Sein. L'intérieur des habits sur la poitrine. Dans les anciens livres, il signifie "conscience", mais alors il est féminin), brennid, bruched, kerc'hen, gôd, kôd

« Gouenn ar Gelted, un doue eo he c’hrouas, un doue hec’h engehentas, — En Amzer-gent, — Pa skede falz aour Eskios (2) en teñvalded an oabl, — Ma yude ar bleizi hag en em stlejent e-mesk dibourc’h ar c’hoadoù, — War askre yen an Douar. —

1923
Daveenn : SKET p.33

"askre" gg.

1923
Daveenn : SKET p.174, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Conscience morale".

"askre", "asgre", gg.

1923
Daveenn : SKET p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » « "sein" (dans le sens de poitrine) ; au fig. "conscience" ».

En ur fraoñval e tec’has an dared lugernus ; treuzdidreuziñ a reas askre Derkeia, hag o tizhout en a-dreñv dezhi he div c’hoar, o skoas o-zeir war astenn er geot.

1923
Daveenn : SKET p.113

Taget gant an difronk a waskenne o askre, Kadra ha Daga en em daolas ganti.

1923
Daveenn : SKET p.108

Tarv galloudek karet gant Aventia ha Virionia, tad-kozh roue, glan eo va daouarn, glan va izili, glan va c’horf ; glan va zeod em genou, glan va c’halon em askre, glan va ene em c’hreiz a bep terridigezh al Lezenn, tad-kozh roue, tarv galloudek karet gant Aventia ha Virionia (1). »

1923
Daveenn : SKET p.71-72

A-dreñv dezho ar merc’hed en o sav, kroaziet o arzornioù en o askre hag o daouarn ouzh o bronn-vrusk, a souble d’an douar o fennoù melen-mell.

1923
Daveenn : SKET p.60

Klev petra e vo da donkadur, emezañ, ma talc’hez da vont war an tu-se. Biken ne stoko da askre ouzh askre plac’h yaouank ebet.

1924
Daveenn : SKET.II p.45

Velia a bokas d’ar bugel hag e stardas war he c’halon. Damzigeriñ brennidenn he zoneg a eure ha dizoloiñ hec’h askre d’e vronnañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.9

askre

1927
Daveenn : Geri.Ern pg askre

Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.

1944
Daveenn : EURW.1 p67-68

- Arabat tostaat ! a hopas ur vouezh en askre ar paotr.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Un dianteg 'm eus diskuliet / Ha ma askre bremañ suilhet / Ma broud hep ehan ha ma lesk : / Er fallagriezh ' kaver desk.

1960
Daveenn : PETO p62

Evel en aval [e] krign ar preñv / O toullañ don, o tantañ kreñv, / E sank ur bir em askre noazh : / Ma zorfed, Doue, zo ken bras !

1960
Daveenn : PETO p55

Ha beli hakr an Ifern ruz / A dreñkas din ma bouedenn penn, / A silas atiz lor dre guzh / Em askre vil ha trellet tenn ?

1960
Daveenn : PETO p27

Notennoù studi

bronn

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial