Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Blotviled divgrogennek debradus eus ar genad Cardium, dezho ur grogenn arwenn krenn, warni irvi stank a ya d'ober linennoù, o anv spesad Cerastoderma edule, a reer rigadell ront anezho ivez. Rigadell a oa e-mesk an traezh. & Rigadell plat : blotviled divgrogennek debradus eus ar genad Venerupis, dezho ur grogenn arruz krenn a-walc'h, warni irvi stank a ya d'ober linennoù, o anv spesad Venerupis decussatus. & Rigadell ridet : blotviled divgrogennek debradus eus ar genad Venus, dezho ur grogenn baotet mat, gris pe arwenn, warni irvi stank a ya d'ober kelc'hioù, o anv spesad Venus verrucosa. HS. kokez.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

rigadell

1850
Daveenn : GON.II pg pétoun, peûreul, rigadel

rigadelled

1850
Daveenn : GON.II pg rigadel

Deut e oa da zigas e vamm hag he boutegad meskl ha rigadell evit mont d’o gwerzhañ da varc’had Plistin.

1925
Daveenn : BILZ2 p.129

Heñvel a-walc'h eo ar c'hregen-se da welout ouzh rigadelled ruz pe gokez hor bro, pa seller hepken ouzh an diavaez.

1985
Daveenn : DGBD p94

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial