Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A. 1. A glot strizh gant ar pezh a zle bezañ. Degouezhout d'an eur rik. Distagañ komzoù rik. 2. A glot strizh gant ar wirionez. Keleier rik. B. (db. ar jedadennoù) Pizh. Kontoù rik. C. 1. (db. an danvezennoù) Digemmesk. Evañ dour rik. Kafe rik. Douar rik. & War ar pri rik : tre-ha-tre war un dachennad pri. Savet eo bet an ti-se war ar pri rik. 2. Dre ast. (db. an danvezennoù) Kreñv-kenañ, krenn e wered. Ampoezon rik. 3. (db. an traoù difetis) Glan. Brezhoneg rik. Kelennadurezh rik. 4. (db. an dud) Ur minor rik : un den zo marv e dad hag e vamm. D. 1. (db. onestiz an dud) Reizh. Ur marc'hadour rik gant e zanvez, gant e bouezioù : a ro ar c'hementad, ar pouez reizh d'e arvalien. 2. (db. anien an dud) Reut. Bez' eo ur paotr rik ha koulskoude e oar ober gant ar re all.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Eus a-douez kant den a wad rik, unan hepken en doa tec’het, ur plac’hig pemp bloaz a voe gwerzhet da varc’hadourien a ziavaez-[b]ro hag a gavis, deut d’he fevarzek vloaz, e ti Diviko, ar Pikton, ma oa sklavez gantañ, lakaet da valañ heiz.

1923
Daveenn : SKET p.22

Da heul, en em gavas e pep ti muioc’h a vugale vrizhouenn eget a vugale ouenn-rik ganet gant ar bried reizh n’oa nemeti.

1923
Daveenn : SKET p.89

Redek a rae c'hoazh war-lerc'h ar re vras pe ar re grenn o doa darempred gant ar re vihan ; rak dispartiet-rik e oa an tri rumm-se e Sant-Charlez.

1944
Daveenn : EURW.1 p50

Ar wirionez rik a oa gantañ, sur-mat.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

Goût a ouzont oc'h, dre ledoued, / D'ar gozh Nasion mignon rik : / Un abeg, daoust d'ho plev louet, / D'ho kas da get, d'ho lazhañ mik.

1960
Daveenn : PETO p59

Pa fell d'ar vorianed diskouez ar gerentiezh rik a zo etrezo e klokaont o doare-lavar evel-henn : "breur memes tad-memes mamm", "breur memes tad" pe "breur memes mamm".

1985
Daveenn : DGBD p76

Disklêriañ a rit d'ar c'hemederezh ur c'horvoder rik telladus a 50.000 euro. Hervez ma jedadurioù e tlefe sevel restal ho tellad d'ur sammad etre 200.000 ha 250.000 euro ar bloaz.

2015
Daveenn : EHPEA p81

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial