Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. I. (db. ar plant gwiennek) 1. Diluziañ gwiennoù ouzh o c'hribañ. Rimiañ al lin, ar c'hanab. 2. Lemel ar greun. Rimiañ kouarc'h, lin. II. 1. Frotañ. Flourik e rimie e izili da zegas gwrez enno en-dro. E valvennoù a rimias o tihuniñ. 2. Kignat. Rimiañ ar c'harotez. Rimiañ karn un dañvad gloazet betek ar gouli. 3. Lakaat udb. da vezañ levn goude frotañ ar gorre anezhañ e-pad pell. Ar c'hregin pa vezont rimiet a zeu o c'hrogen da vezañ lampr. EVEZH. : distagañ a reer ar furm rim (trede gour unan antzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['rimj].

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

rimiañ

1850
Daveenn : GON.II pg rañvel, pg reñvia, pg rimia ou rémia (racler, enlever avec quelque chose de rude ou de tranchant quelques parties de la superficie d'un corps. ratisser. gratter. frotter), riñvia

remiañ

1850
Daveenn : GON.II pg rimia ou rémia (racler, enlever avec quelque chose de rude ou de tranchant quelques parties de la superficie d'un corps. ratisser. gratter. frotter).

rimiet

1850
Daveenn : GON.II pg rimia ou rémia (racler, enlever avec quelque chose de rude ou de tranchant quelques parties de la superficie d'un corps. ratisser. gratter. frotter. Part.)

Betek rimiañ an treustoù diabarzh ez aent, pa veze outo duad gant moged an oaled.

1923
Daveenn : SKET p.62

Er glasvezennoù digenvez e krozas al lammdourioù hag e stagas dre-holl an doureier-red gant o labour rimiañ ha toullañ ar c’haletañ rec’hier, ruilhañ traezh, pri ha bili, kleuzañ traoniennoù, adstummañ dremm an douar.

1923
Daveenn : SKET p.29

rimiañ

1923
Daveenn : SKET p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Frotter".

Enaouiñ tan dre rimiañ daou brenn an eil ouzh egile

1923
Daveenn : SKET p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Produire du feu par le frottement de deux morceaux de bois".

Skubañ ha peurskarzhañ an oaled a rae ar gwerc’hezed, hag ec’h enaoue an Evezhier un tan nevez dre rimiañ daou brenn an eil ouzh egile (1).

1923
Daveenn : SKET p.65

Goude dibriñ, e walc’hi da zaouarn ha da c’henou o rimiañ da zent gant ur vleñchenn goad krin (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.27

"Tarlaskañ" [zo] en em rimiañ en dilhad evel ma ra unan bennak c'hwen pe laou ennañ.

1960
Daveenn : PETO p87

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial