Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. V.k.e. Lakaat (udb.) war riskl da vezañ kollet. Unan kalonek a-walc'h evit risklañ e vuhez. Risklañ e wenneien er c'hoari da sul. [1878] Ouc’hpenn risklañ he buhez, siwazh ! he doa graet, rak paket e voe. DHS. arvariñ. HS. avanturiñ, brokañ. 2. (end-eeun dirak un av.) Risklañ kaout udb. : bezañ war riskl d'e gaout. Risklañ a reomp kaout glav. 3. V. em. EN EM RISKLAÑ : kemer riskloù. Dav eo deomp en em risklañ.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

risklañ

1850
Daveenn : GON.II pg riska ou riskla (Au figuré, courir des dangers, courir risque. H.V.)

riskañ

1850
Daveenn : GON.II pg riska ou riskla (Au figuré, courir des dangers, courir risque. H.V.)

Ha c’hwi, daoust ha n’hoc’h eus ket graet muioc’h evidon-me, pa’z eo gwir hoc’h eus risklet ho puhez ha bara ho kwreg hag ho pugale ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.229

Mat, pa glevas n’he doa ket gellet ar Rouanez dont a-benn eus he zaol, e tistroas e Frañs, dre garantez oc’h he mestrez, er riskl da goll he buhez. Ouc’hpenn risklañ he buhez, siwazh ! he doa graet, rak paket e voe.

1878
Daveenn : EKG.II p.74

Hag, e-pad ma oc’h en ho kwele, tomm deoc’h, kousket mat, e riskl e vuhez Bilzig, ar paotrig a drizek vloaz, a zo dindan ar glav pe ar gwallamzer o pesketa evidoc’h al legestr, ar c’havr-vor a zebrfet warc’hoazh d’ho lein pe d’ho koan.

1925
Daveenn : BILZ2 p.104

risklañ

1931
Daveenn : VALL pg aventurer

Ya, gwir eo, neb en em daol re d'ar brederouriezh a zo risklet da goll e spered.

1944
Daveenn : EURW.1 p63

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial