I.
1. Koll madoù.
Pa varv buoc'h pe gazeg e ti ar paour ez eo ur rivin evitañ. Ur rivin tud !
2. Dre ast., trl.
Bezañ ur rivin : bezañ koustus-tre.
N'eo ket ur rivin bevañ yer.
II.
(en e furm lies, prl.)
Dismantroù.
Rivinoù ar brezel.
Hadet tro-dro direizh ha revin, e tec’hjont kuit hep lezel roudenn war o lerc’h !
Hadet tro-dro direiz ha revin, e tec’hjont kuit heb lezel roudenn war o lerc’h !
1923
Daveenn :
SKET
p.77
E-kichen al lenn e oa revinoù kestell, a save c'hoazh o mogerioù hag o siminalioù etrezek an neñv, evel evit testeniañ pegen galloudus e oa bet gwechall Bugale Cuchulain [Cú Chulainn], ha marc'heien Tain Bo Cuilghi [Táin Bó Cúailnge].
E-kichen al lenn e oa revinou kestell, a save c'hoaz o mogeriou hag o siminaliou etrezek an neñv, evel evit testenia pegen galloudus e oa bet gwechall Bugale Cuchulain, ha marc'heien Tain Bo Cuilghi.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.183
Pa 'n em gavont war blantadegoù ur geriadenn ez eo rivin evit houmañ.