rog
rog
rog
Gwarizi a vagen ivez outo o vezañ ma 'z aent bemdeiz da di ar skolaer ha dreist-holl abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank hep aon rak ar c'hailhar ; alies zoken, daoust ha ma veze kalz frankoc'h an traoù gant o c'herent eget gant Biz Kamm hag E-Mari Dremel, ur pennad lostenn vrizh a weled o tifloupañ diouzh ur rog bennak e foñs o bragoù, ha pa vije bragoù mab an Aotrou Maer.