Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Oberenn lennegel skrivet, faltazius, hir, ma konter e yezh-plaen, evel pa vijent gwir, darvoudoù a c'hoarvez gant tudennoù a roer da anavezout dre reiñ meiz war o santadoù, o zemz-spered. Skrivañ, embann ur romant. Ur romant karantez, ur romant skiant-faltazi. DHS. danevell. 2. (db. lennegezh ar Grennamzer) Skrid a gonter ennañ kurioù marc'heien, h.a. Romant ar Roue Arzhur.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Ostaleri ar C'hapron-Bihan-Ruz a oa kuzhet en ur vanell enk ; a-ziavaez e seblante un davarn vorn, un toull troc'h-yalc'h, evel ar re taolennet er romantoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p81

Roperh er Mason : "Karet eo Enez ar rod gant ma bugale hag o mignoned, ar pezh a ziskouez e kaver diouzh sour, er romant-se, ar faltazi virvidant hag ar vuhez puilh a blij d'ar re yaouank hag a ra diouer ken alies d'ar re gozh.

1949
Daveenn : KABA p. 4

N’eo ket ur romant, met un danevell-vuhez emaon o skrivañ.

1955
Daveenn : VBRU p.1

E-pad ur frapad amzer e voe rener Cua de Palla [Lost plouz] an dastumad romantoù du kentañ e kataloneg, o tibab treiñ diwar ar saozneg hag ar galleg, hag ivez skrivañ un darn vat a levrioù.

2013
Daveenn : MEKAN p.13

Petra, avat, a zeufe ar brezhoneg da vezañ ma vefe savet ennañ netra nemet romantoù pe oberennoù aes da vezañ lennet ?

2016
Daveenn : ILIAS p. 3

Eno, e-lec'h ma oa an armel-levrioù en he sav a-raok, e oa daou vern levrioù war al leurzi, levrioù bugale Kathrine, a oa bet miret ganti evit ar bugel da lenn, pa ouife ober, hag un toullad romantoù polis amerikan bet prenet ganti dre lizher eus Tromsø.

2023
Daveenn : DREAM p.43

Ofis publik ar brezhoneg