Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Moger pe gael, a c'haller ilinañ outi, lakaet war ribl ur pont, ur c'hae, h.a., evit mirout ouzh an dud a gouezhañ diwarnañ. Harpet e oa ouzh aspled ar pont. HS. bardell. 2. Doare kael izel ha hir dirak an aoter ma taoulin ar feizidi outi evit komuniañ. Tostaat ouzh an aspled. HS. taol-sakr, taol-santel.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Un aspled a zo dirak an ti.

1850
Daveenn : GON.II pg aspled (Il y a une balustrade devant la maison).

aspled

1850
Daveenn : GON.II pg aspled (Balustrade, assemblage de plusieurs balustres. Toute sorte de clôture qui est à jour, à hauteur d'appui).

aspled

1927
Daveenn : GERI.Ern pg aspled

aspled

1931
Daveenn : VALL pg balustrade

aspled

1931
Daveenn : VALL pg accoudoir, balustrade

Harp ouzh spled-houarn ur chapel-gostez, - tronañ a rae enni Itron[-]Varia ar Rozera, fichet kran en he sae hir voulouz mouk-, edo daoulinet ur vaouez du-wisket, o pediñ, stouet e fenn ganti.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Harpañ a reas ur pennad ouzh aspled an aoter vras, ha mont ha dont a reas e selloù warni.

1949
Daveenn : SIZH p.64

A gammedoù ingal, Met o vont war e bouez, E vo gwelet, timat, 'Tremen 'dan an aspled, E lec'h e vez klevet, sour an tonnoù tarzhet, 'Lipat ar sav-vili.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II e vez graet gant ar ger-mañ e Bro-Gerne.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial