Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. V.g. 1. (db. ar c'harbedoù rodek) Mont war-raok war-bouez rodoù. Roulat war div rod. Div rod o roulat. HS. ruilhal. 2. Riotal, redek ar plijadurioù diroll. N'en deus graet abaoe nemet roulat hag evañ. Roulomp ha roulomp atav, ar yaouankiz ne bad ket atav. HS. riboulat. II. V.k.e. 1. Lakaat ur ruilher da dremen war un dachenn. Roulat douar ar park. HS. ruilhal. 2. (db. an dud) Bountañ (war ur c'harbed rodek) evit e gas war-raok. Daou zen war o zreid o roulat o marc'h-houarn. 3. Reiñ stumm ur roll (I A 1) (da udb.). Roulat ur sigaretenn. HS. amboulat, rollañ. 4. (db. an dour) Kas (udb.) da heul e red. An dour en ur redek a roul en douar an traezh àr an ed diskaret. 5. Dre skeud. Keñveriañ mennozhioù en e spered e-sell da gemer un diviz. Un den en deus c'hoant da laerezh a roul en e benn ar moaienoù a fell dezhañ implijout. HS. ruilhal. 6. Dre skeud. (e troiennoù) Kas e vuhez. Roulat ar yaouankiz, e yaouankiz. Roulat an ebat(où) : riotal, redek ar plijadurioù. Roulat ar bed : tapout skiant-prenet oc'h ober traoù liesseurt. DHS. ruilhal.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

rouli

1931
Daveenn : VALL pg bambocher

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial