Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Plant geotennek eus ar c'herentiad Papaveraceae, a c'hounezer evit o bleuñv hag o greun, hag a denner opiom eus unan eus ar spesadoù anezho (Papaver somniferum). Ar roz-moc'h a zeu da vorediñ un den. & Roz-moc'h gouez : roz-aer. HS. roz-ki.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

roz-moc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rosmoc'h

Ar roz-moc'h a zeu da vorediñ un den.

1732
Daveenn : GReg pg assoupir (le pavot assoupit).

ar roz-moc'h a ro ar c'hoant kousket

1732
Daveenn : GReg pg assoupir

ar roz-moc'h a zigas ar c'hoant kousket

1732
Daveenn : GReg pg assoupir

ar roz-moc'h a ra moriñ

1732
Daveenn : GReg pg assoupir

rozenn-voc'h

1732
Daveenn : GReg pg coquelicot (ou, coquelicoq, pavot sauvage, ponceau)

liv roz-moc'h

1732
Daveenn : GReg pg couleur (de ponceau)

ar roz-moc'h a laka da voriñ

1732
Daveenn : GReg pg assoupir

roz-moc'h gouez

1732
Daveenn : GReg pg coquelicot (ou, coquelicoq, pavot sauvage, ponceau)

roz-moc'h

1850
Daveenn : GON.II pg roz-môc'h (Pavot, plante à graine assoupissante).

Hervez giz ar vro, edod o kas d’an admiral profoù Abd-el-Aziz hag e niz, pacha Mogador : vioù e-leizh, boutegadoù frouezh mesk-ha-mesk, bananez, avaloù-orañjez, rezin, sitroñs, sukrin dourek, figez, gwestell, kouignoù, torzhoù bara ed-Indez gant bruzun alaman[d]ez, koumin ha greun roz-moc’h warno, deñved, girvi hag ur vuoc’hig gant kernioù hir-hir a veoge didruez, spouronet ken ma ’z oa gant tourni ar sonerien du.

1954
Daveenn : VAZA p.137

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II e soñje d'ar Gonideg e oa dre fazi e veze skrivet "roz môc'h". Poellekoc'h e kave dezhañ e vije graet "roz môrc'h" eus ar plant-se dre m'int gouest da lakaat an dud da gousket pe da vorediñ.

Ofis publik ar brezhoneg