Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Dourredenn vihan. Un oan a eve e traoñ ar ruzelenn. Kaerat ruzelenn dour ! 2. Kan bihan evit dourañ un dachenn. Ruzelennoù da gas dour ouzh troad pep plantenn. DHS. kanouc'hell, san. HS. gouer, gwazh, richer, riolenn. II. Dre heveleb. Banell. En em guzhet e oant er ruzelennoù teñvalañ hag enkañ eus kêr.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Kavout a ran digarez zoken da welout ul loen bennak en tu-hont d'ar merien ha d'ar balafenned, hag ivez d'ar pesked hag a gaver e pep ruzellen pe "marigot" evel ma lavar an dud wenn dre eno : du-hont, dreist un droñjenn wez kouezhet a-dreuz ar stêr e welan un doare gwiñver -kazh-koad- ruz o tremen d'ar red ; pri ar sanioù-dour bihan a zo breset ha divreset : ur vandennad moc'h-gouez a zo bet eno oc'h ebatal ; an toull-se, en ur wezenn gleuz a zo toull un hoc'hig spernaouek pe heureuchin daredek ; setu pelloc'h aze douarenn ur vaot.

1985
Daveenn : DGBD p60

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial