V.
1. V.k.e.
Lakaat da vezañ skoet-mik gant ar souezh, ar glac'har h.a.
Ar vougev bolzet am sabatuas kement ma laoskis ur youc'hadenn. Ar vaouez a voe sabatuet-mik o klevet ne veze nemet brezhoneg er gêr.
2. V.g.
Dont da vezañ skoet-mik gant ar souezh, ar glac'har h.a.
Met nag o doa lec'h da sabatuiñ ha da vezañ laouen ! Hag an holl da sabatuiñ dirak un hevelep c'hoari.
&
Trl.
Brav da sabatuiñ : brav-kenañ.
Hemañ̂ a gavas an tonioù brav da sabatuiñ.
&
En em gavout da sabatuiñ : en em gavout brav-tre.
Me 'n em gav da sabatuiñ etre ma zad ha ma mamm.
&
Ober udb. da sabatuiñ : ober a-zevri, ken e souezh ar re all.
Pa oa c'hoazh paotr yaouank, e laboure da sabatuiñ, betek re emichañs.
HS. saouzaniñ, sebezañ.