Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dour) Na red ket, a chom a-sav hep gallout mont pelloc'h. An dour zo sac'het war ma frad. HS. chag, marv, sac'h. 2. Zo dalc'het en ul lec'h bnk. hep gallout fiñval, tremen pe mont kuit. Sac'het eo ar bleud. Sac'het eo al listri er perzhier. E pe lec'h e oas sac'het ? : e pe lec'h e oas manet ? & Trl. skeud., dre fent Bezañ sac'het ur c'hreunenn holen en e c'houzoug : bezañ techet da evañ re. & (db. an dud) Sac'het eo ma anal : ne c'hallan ket tennañ ma anal ken. 3. Dre ast. (db. ar c'harbedoù, an ardivinkoù) N'eo ket gouest da fiñval, da vont war-raok, da vont en-dro ken. An traktor a oa sac'het. Sac'het eo an horolaj. 4. Dre skeud. (db. an dud) Zo chomet berr en e gomzoù, er pezh emañ o tibunañ. Sac'het on ! 5. Dre skeud. Zo lec'hiet (en ul lec'h distro pe enk). Al lenn sac'het don etre diribinoù serzh ar gwaremmoù. Sac'het eo Breizh e penn pellañ ar C'hwec'hkorn. DHS. skoachet.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

dour sac'het

1850
Daveenn : GON.II pg sac'ha

sac'het eo ar bleud

1850
Daveenn : GON.II pg sâc'ha

Al lec'hid a vez douget gant ar mor o sevel hag o tiskenn tro-ha-tro a chom sac'het etre gwrizioù ha bodoù ar gwez, a vez techet da zisec'hañ tamm-ha-tamm, dreist-holl el lec'hioù ha ne vezont tizhet gant ar mor nemet pa vez reverzhi.

1985
Daveenn : DGBD p60

Eno eo e devoa bet Marceau C. desket kaout pasianted er miz a-raok, rak an tamm stalikez fall a gamion a zo bet anv anezhañ, a oa bet klasket e zresañ. Ha dre amañ e chomas sac'het div pe deir gwech all, ha diwar an taol-se e voe divizet en em zizober dioutañ.

1985
Daveenn : DGBD p151

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial