Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Implijad lik zo e garg delc'her kempenn un iliz. Emañ ar sakrist o seniñ ar c'hloc'h. HS. kloc'her.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

sakrist

1499
Daveenn : LVBCA p179 (sacriste)

sakrist

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Secretain

sakristed

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sagrist

sakrist

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sagrist

Ar sakrist, me ’gred, en doa gellet kuzhet eno an alc’houezioù evit miret ouc’h soudarded Canclaux da sevel en tour.

1878
Daveenn : EKG.II p.121

N’eo ket ar person a deuas da ober ar vadeziant : ar c’hure hag ar sakrist, ar c’hure, den a zouster hag a vadelezh, ar sakrist, ur c’hamarad da dad ar paotr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Hag holl evurus, ankouaet gante o laeroñsi, ha trefuet, krial a raent, ha c’hoarzhin ha skrijal ! Kement ha ker bihan, ken ma deuas ar sakrist kozh, hanter vouzar koulskoude, d’o c’hlevet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

sakrist

1931
Daveenn : VALL pg bedeau

A-wechoù all, d'an hañv, ez aen gant Jozeb ma breur-mager, gant Fransoù Boudehen, gant Batist Chaovel, mab ar sakrist, gant Fransoù 'n Ansien ha gant Jañ Koulouarn, da c'haloupat betek Kenekamm ; plijadur hor boa oc'h antreal en ur c'haran a oa kleuzet eno dindan an dosenn hag a veze kontet traoù burzhudus diwar he fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Setu ni hon-daou eta aet da Boullaouen da dapout an tren bihan, gant gwetur Anna-Mari Ar Yaouank, gwreg ar sakrist, a veze o kas-digas ac'hanomp tu-pe-du, pa'z aemp da bourmen.

1944
Daveenn : EURW.1 p66

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial