Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. H.b. 1. Diouer a zour. Ar bokedoù zo o weñviñ gant ar sec'hor. 2. Diouer a c'hlav. Mar pad ar sec'hor e vo fall-tre an eost. ES. glebor. 3. Dre skeud. Emzalc'h reut. [1931] Diskouez sec'hor da ub. DHS. ober fas koad da ub. B. B. Pennad amzer ma vez sec'h an amzer. Sec'horioù direizh an nevez-amzer. [1949] A-raok sec'hor gell ar mizioù hañv [...]. II. Impl. da doar. A zegas diouer a zour. An avel uhel zo sec'horoc'h muioc'h.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

sec'hor

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sec'her

sec'hor

1659
Daveenn : LDJM.1 pg secheresse

sec'hor

1732
Daveenn : GReg pg aridité

sec'hor

1732
Daveenn : GReg pg essor (air decouvert, libre, & dessechant)

sec'hor

1732
Daveenn : GReg pg aridité

Dastum a rafent an ed, ma vefe deuet ar sec'hor.

1850
Daveenn : GON.II p.81

sec'hor

1850
Daveenn : GON.II pg sec'hder, sec'hor

ur sec'hor vras hon eus tri miz zo

1850
Daveenn : GON.II pg sec'hik

D'an aotrou Doue lavar raje outañ lizher, / Ne rae forzh ouzh pe briz, gant ma vije 'n amzer / En e zere bemdez hag evel ma karje ; / Ma vije glav, sec'hor, dioc'htu ma c'houlennje.

1867
Daveenn : MGK p88

sec'hor

1931
Daveenn : VALL pg aridité

diskouez sec'hor da

1931
Daveenn : VALL pg accueillir (froidement)

Padal, goude studi an enderv, ar breur Alano a voe kemennet dezhañ, war un dro gant un nebeut kloer all, mont d'ar menez, da zourañ, kerkent ha kuzhet an heol, ar gwezigoù pin nevez-plantet, hag a oa o kinnig krazañ gant ar sec'hor.

1949
Daveenn : SIZH p.63

Gouel a lide Kastilha Gozh, er-maez, da vokediñ, a-raok sec'hor gell ar mizioù hañv, beli berrbad an Nevez-Amzer.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Ar gwazhioù-dour hag ar stêrioù a vir koulskoude o c'hanol, met al lec'hioù uhelañ eus an aod a vez techet da goll o dour pa zeu pennadoù sec'hor, ha da galetaat eta ; diouzh un tu all ar glaveier a ziswalc'h an holen diwar ar rann-se, hag e kresk neuze un nebeud plant all, en o zouez ur seurt raden.

1985
Daveenn : DGBD p60

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial