Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.g. 1. Dont da vezañ sederoc'h. 2. Dont da vezañ siouloc'h. Sederaat a reas ma c'halon ouzh he c'haout. 3. (db. ar glazvez, an trevadoù) Dont da vezañ glasoc'h. Abaoe m'en deus graet ur banne glav ez eo sederaet an traoù. 4. (db. an amzer) Dont da vezañ bravoc'h. Sederaet eo an amzer. II. V.k.e. 1. Lakaat da vezañ sederoc'h. Ar bale bro a zigor ar spered hag a sedera ar galon. 2. Lakaat buhez (en ul lec'h bnk.). Pa zeu an nevezamzer da sederaat ar vro.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Sederaat a reas va c’halon ouc’h he c’haout, rak ne gaven ket diriskl bale hep va fuzuilh.

1878
Daveenn : EKG.II p.32

Ha, war dachenn ledan ar vuhez, piv na gar, ur wech c’hoazh, dibabañ e-touez ar vleunioù dic’hwezh ar [b]leuñvennigou a c’hwezh [v]at, pere o deus sklêrijennet e hent ha sederaet e galon ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Ar Sadorn war-lerc’h, toutek ar baotred o tont d’ar presbital, met buan ha buan o daoulagad a sederaas.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial