Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kevrin. Fiziout, mirout ur sekred. Diskleriañ e sekredoù d'e vignon. Ar verc'h a zizoloas ar sekred. & Tr. adv. E sekred : e kuzh. Ur gerig e sekred am eus da lavaret deoc'h. Kuitaet en deus e sekred. 2. Doare kuzh, nebeut anavezet pe diaes da vestroniañ evit dont a-benn d'ober udb. Sekred ur seurt tresañ. Kavet en deus ar sekred d'antren e ti ar priñs-se. Ar sekred evit ober ur remed. & Sekred a familh : doare d'ober na vez ket desket, diskuliet d'an dud ha n'int ket kar. & Sekred-kegin : rekipe zo lorc'h en den e c'houzout. & Sekred micher : doare da zont a-benn d'ober udb. zo dalc'het kuzh gant ar vicherourien en implij. 3. Dre ast. Pezh zo dianav, na c'hall ket bezañ anavezet pe komprenet. An aters meur betek ar sekredoù kuzhetañ. Diwall a zleomp da furchañ sekredoù an neñv.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

ar sekred da ober kanolioù a zo bet kavet gant ur Flamank er bloaz trizek-kant pevar hag hanter-c'hant ; pe e-tro ar bloaz trizek kant ha pevar-ugent

1732
Daveenn : GReg pg artillerie

disklêriañ e sekrejoù d'e vignon

1732
Daveenn : GReg pg confidence (faire des confidences à son ami)

mignon ar sekrejoù

1732
Daveenn : GReg pg confident

kavout sekrejoù nevez

1732
Daveenn : GReg pg (faire de nouvelles) découvertes (dans les arts)

e sekred

1732
Daveenn : GReg pg (à la) dérobée

diskuliet, dizoloet, eo ar sekred

1732
Daveenn : GReg pg (la mine est) éventée (le secret est découvert)

disklêriet e sekrejoù d'e vignon

1732
Daveenn : GReg pg confidence (faire des confidences à son ami, pp.)

diskuliañ ur sekred da ur re

1732
Daveenn : GReg pg communiquer (un secret à quelqu'un)

sekred etre mignoned, pe, etre mignonezed

1732
Daveenn : GReg pg confidence (communication de pensées entre personnes amies)

sekrejoù

1732
Daveenn : GReg pg confidence

sekrejoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sékred

sekredoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sékred

sekred

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sékred

sekred

1909
Daveenn : BROU p. 419 (signifie aussi discret)

Penaos o doa gallet an daou viltañs kammañ bremaik sklerijenn al loar ? An dra-se a zo ur sekred ha n’eo bet gouezet morse gant den.

1944
Daveenn : ATST p.64

Er c'hontrol eo bet kendrec'het ar saotrerien industriezhioù lous, al labourvaoù a-du gante, al lobioù gwallus, ar soudarded kuzhet a-drek o sekredoù hag ar pennoù bras tapet e gwall pa'z aent a-enep interestoù ar brasañ niver e vefe bet gwashoc'h dezhe reiñ muioc'h a bouez d'an obererezhioù-se o reiñ astenn dezhe gant prosezioù.

2015
Daveenn : DISENT p156

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial