Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Evn bihan eus ar c'herentiad Fringillidae, e anv spesad Serinus serinus, melen splann pluñv e dal, e vruched hag e velost, arvelen gant roudennoù gell-du pluñv e benn hag e gein. 2. Evn bihan melen pe velen-ruz e bluñv, e anv spesad Serinus canaria, kaner dispar, a vez dalc'het e kaoued gant an dud. [1954] Kentañ porzh e taoljomp eor ennañ a voe Las Palmas, en enezenn Grande Canarie, ur vro gaer ha tomm, arabat eo arguziñ, met ur gredenn am boa e weljemp eno seraned ken stank hag ar filiped pe an Alanigoù kof-ruz e liorzh Soaz Sapeur, hogen n’eus tanfoeltr evn melen ebet e Las Palmas, nemet ha hiniennoù a vefe du-mañ ha du-hont en ur gaoued e ti tud ar c’hiz kozh eveldon.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Kentañ porzh e taoljomp eor ennañ a voe Las Palmas, en enezenn Grande Canarie, ur vro gaer ha tomm, arabat eo arguziñ, met ur gredenn am boa e weljemp eno seraned ken stank hag ar filiped pe an Alanigoù kof-ruz e liorzh Soaz Sapeur, hogen n’eus tanfoeltr evn melen ebet e Las Palmas, nemet ha hiniennoù a vefe du-mañ ha du-hont en ur gaoued e ti tud ar c’hiz kozh eveldon.

1954
Daveenn : VAZA p.89

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial