Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. G. Doare dibar zo gant hollad an anadennoù kevredigezhel, arzel, teknikel ha speredel a denn d'ur bobl, d'ur vro, d'ur strollad broioù. Ar sevenadur keltiek. Sevenadurioù liesseurt ar bed. 2. H.g. Hollad ar pezh a c'hall mab-den deskiñ hag a dalvez dezhañ da ziorren e spered. Ti ar sevenadur.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

sevenadur g.

1923
Daveenn : SKET p.191, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Civilisation".

sevenadur

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VIII, accomplissement (réalisation d'une promesse)

Gwir ar Vretoned eo ober o-unan war-dro o sevenadur ha kement tra a sell outo.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.4

Ur bobl 'zo e Breizh. Emañ-hi o stourm da chom bev. O stourm evit-se enep ar galloud kapitalour hag impalaerour a zalc'h da waskañ al labourerien, da rivinañ ar vro, da lazhañ sevenadur Breizh ha dreist-holl ar brezhoneg.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

Nann, an traoù-se eo an traoù kentañ a anavezont eus sevenadur an dud wenn, ha drezo eo o deus bet digarez da ober anaoudegezh gant ijin ar re-mañ.

1985
Daveenn : DGBD p64

N'eus ket da vezañ sebezet dreistkont gant seurt hevelebiezh pa ouier pegen stank e oa an darempredoù etre an daou du da vor Breizh, darempredoù sevenadur, kenwerzh ha politikerezh.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 13

Bezañ hon eus binvioù a-fed sokiologiezh, psikologiezh, stadegoù, studioù war an antropologiezh, an etnologiezh, ar sevenadurioù...

2015
Daveenn : DISENT p44

Rak, evite da vezañ deuet a-bell-vro, ar re-se ne oant ket dianaoudek a-grenn eus ar sevenadur gresian-ha-roman.

2016
Daveenn : ILIAS p. 8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial