Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. V.k.e. A. 1. Kas da benn. Sevenet en deus al labour deraouet dec'h. HS. peurober. 2. Ober diouzh ar pezh zo goulennet, gourc'hemennet, kinniget (gant ub.). Seveniñ e garg, e zlead. Seveniñ al lezenn, un urzh, ur gouestl. Sevenet eo bet e bedenn. Sevenet eo bet e c'hoant : graet eo bet, roet eo bet dezhañ pezh a c'hoantae. & Ent krenn Prometiñ a rae ober gwelloc'h en dazont, met ne sevene ket pell. B. (en tu gouzañv dh.) Lakaat da zont seven. Er skol-se e vezed sevenet mat. II. V.k.d. SEVENIÑ DA UDB. : doujañ d'an dra-se. Plijet ganeoc'h bremañ seveniñ d'ho promesa. Seveniñ d'al lezenn penn-da-benn. III. V.g. 1. Dont da vezañ seven. Seveniñ a ray tamm-ha-tamm. 2. (db. an darvoudoù) Dont da vat. An traoù a zeuas da seveniñ, evel m'he doa lavaret. 3. Dont da vezañ pennek(oc'h) (en e vennozh). Kaer o devoe e bediñ, an den a sevenas en e c'hoant. & (dirak un av.) Neuze e sevenit evel-se mont d'ar prizon ?

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

sevenaet

1732
Daveenn : GReg pg civiliser (rendre civil, ou le devenir)

seveniñ

1732
Daveenn : GReg pg civiliser (rendre civil, ou le devenir)

biken na seveno

1850
Daveenn : GON.II pg sévéni

ha sevenet oc'h eus-hu ho kouestl ?

1850
Daveenn : GON.II pg sévéni

seveniñ

1850
Daveenn : GON.II pg sévéni, sévénuz

sevenet

1850
Daveenn : GON.II pg sévéni

M’o dije da c’hoarezed karet al Lezenn, m’o dije meizet an dalvoudegezh hag ar pouez anezhi, aes o dije he sevenet.

1923
Daveenn : SKET p.112 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 112, en eil aradennad skritur-stouet, e lec’h « talvoudelez[h] » kentoc’h « talvoudegez[h] », n’eus nemeta[ñ] a gement a ve boaziet").

An navet nozvezh a viz Mediosamonios (1), d’ar sav-heol, an navet bloavezh goude din distreiñ eus broioù ar C’hreisteiz, Kissiambos (2) ha pennoù an Aulerked o vezañ klevet va dezo ha kavet mat anezhañ, em eus graet ar roadoù sakr ha sevenet al lidoù dleet, ha staget da skrivañ em domani Blatomagos, e bro an Aulerked (3).

1923
Daveenn : SKET p.23

Testeniet eo c’hoazh santelezh an nav rummad-tud kentañ a ouenn Vanos gant an nerzh marzhus a oa enno hag ar burzhudoù a hellent seveniñ dre c’halloud an nerzh-se.

1923
Daveenn : SKET p.75

Gouzout ar gerioù, seveniñ al lidoù, kinnig ar roadoù, peuroberiañ al lidlazhadoù a reont ervat, ha, gant-se, e renkan daskoriñ dezho trevadoù ha frouezh.

1924
Daveenn : SKET.II p.62

Meuleudi d’ar re / O deus sevenet pizh / E-keñver ar bugel-mañ / Holl lidoù ar c’hanedigezh : / Da goll ne day ket o foan, / D’ar bugel e talvezo !

1924
Daveenn : SKET.II p.10

seveniñ

1931
Daveenn : VALL pg (s')acquitter (d'un voeu, d'une promesse)

seveniñ ouzh

1931
Daveenn : VALL pg accomplir (une promesse)

seveniñ da

1931
Daveenn : VALL pg accomplir (une promesse)

Nemet e vijent adgalvet da beurechuiñ o zri bloavezh, mar n’o dije ket sevenet o engouestlañ d’an oad a 27 vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p5

Chom a rae ganin da seveniñ ma fromesa d'an aotrou Vallée : toullañ hent d'ur skol vrezhonek e Sant-Charlez.

1944
Daveenn : EURW.1 p58

- Hag anat eo rekis bevañ dizemez d'an neb a zo galvet da seveniñ kefridi uhel. Ur skoilh d'ar striv eo ar vaouez.

1949
Daveenn : SIZH p.54

Grit, o ! Krist, ma vo sevenet / Dezhañ c'hwek, d'e eur ziwezhañ, / Ha d'an dudoù o finvezañ, / O c'hoant bras da beoc'h ar Gened.

1960
Daveenn : PETO p83

Hoc'h urzh ' sevenin, Kêroulaz, / Ha mat e talc'hin d'ar choulas / E-keit ma vo er vourc'h hon tud.

1960
Daveenn : PETO p70

Hounnezh a oa unan eus ar c'hoantadennoù en devez pep den pa vez en ul lec'h plijus, met seveniñ e c'hoant ne vez ket aes bepred.

1985
Daveenn : DGBD p110

"Kompren a rit, an arc'hant zo pep tra dezhañ. N'eus nemet e c'hortoz en ti-bank, ha grizilhonañ anezhañ." An dra diwezhañ-mañ ne voe ket ken aes-se da seveniñ, rak Mr Hyde a zaremprede nebeut-tre a dud.

2012
Daveenn : DJHMH p42

Pouezus eo eta rakwelet barregezhioù hoc'h enebourien d'en em ober ouzhoc'h, o lakaat termenoù berr dezhe da skouer evit ma vefe sevenet ho koulennoù, kuit na vefe obererezhioù nevez a-daol-trumm.

2015
Daveenn : DISENT p78

Sevenit ho tever, na zisoñjit ket.

2015
Daveenn : EHPEA p158

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial