Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Karg zo roet d'un dilennad en ur vodadenn. Kenfeurel e tle bezañ niver sezioù pep kostezenn en Dael da niver he mouezhioù er vro. Ur sez vak. 2. (db. ar galloudoù, ar strolladoù politikel, an embregerezhioù, h.a.) Lec'h, savadur m'emañ ar chomlec'h pennañ. Boas e oad da ispilhañ luc'hskeudenn ar rener e sezioù ar strollad. Sez an tiez-kenwerzh. Sez ar c'hevredad : chomlec'h ar c'hevredad, lec'h ma veze renerien. Sez eskobel : lec'h m'emañ kêrbenn un eskopti. 3. ARMERZH Sez kenwerzh, sez arc'hantel : kêr ma'z a un eskemmdi en-dro, ma kaser da benn obererezhioù kenwerzh pe arc'hantaouiñ stank.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

(karr war beder rod gant ur sez [sic] pompus kavet en Ohnenheim en ur bez keltiek, meur a engravadur).

1923
Daveenn : SKET p.198, "Da reiz[h]a[ñ]".

Aloubiñ stalioù, melestradurezhioù, sezioù embregerezhioù, douaroù labour, lojerisoù goullo, peulioù linennoù TUT...

2015
Daveenn : DISENT p58

M'emaoc'h o terc'hel sez sokial un embregerezh hag a zo kablus eus un dra spontus war dachenn an endro, eo ret d'an arvesterien, pe d'ar c'hazetenner deuet da dennañ ar poltred da glokaat e bennad, kompren ster an obererezh e-korf ul lajadig, a-drugarez d'ur skeudenn nemetken [...]

2015
Daveenn : DISENT p81

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial