Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Skabell (2). 2. Pezh a ya d'ober lodenn draoñ un delwenn, ur gib, ur golonenn, ur savadur bnk., h.a., hag a dalvez dezhañ, dezhi da ziazez. Sichenn an delwenn a oa engravet. Sichenn ar groaz. & Dre skeud. (db. an dud) Bezañ start war e sichenn : bezañ diazezet-mat e c'halloud. Goude ar votadeg ne vo ket mui ken start war e sichenn. 3. (db. ar gwer, listri zo) Garenn ha troad. Lakaat ar werenn dres war he sichenn.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

sichenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg siege

lakaat ar werenn dres war he sichenn

1732
Daveenn : GReg pg (mettre le verre droit sur son) assiete (sur sa patte)

sichenn

1732
Daveenn : GReg pg assiete (situation où est bâtie une place), (le) pivot (du dévidoir)

ar sichenn abostolik

1732
Daveenn : GReg pg apostolique

sichenn abostolik

1732
Daveenn : GReg pg chaire (siège Pontifical, ou du Souverain Pontife)

sichenn an estell

1732
Daveenn : GReg pg (le) pivot (du dévidoir)

dres war e sichenn

1732
Daveenn : GReg pg droit (sur sa patte, parlant d'un chandelier, d'un verre, &c.)

terriñ sichenn ur werenn

1732
Daveenn : GReg pg épater (rompre la patte d'un verre)

sichenn

1850
Daveenn : GON.II pg sichen (si[é]ge, ce sur quoi l'on s'assied. il se dit aussi en parlant de la patte d'un verre, d'un chandelier, etc.)

sichennoù

1850
Daveenn : GON.II pg sichen (si[é]ge, ce sur quoi l'on s'assied. il se dit aussi en parlant de la patte d'un verre, d'un chandelier, etc. Pl.)

Gedour atav war sav ha war zihun, ec’h en em zalc’h etre an douar hag an neñv, hag eus lein ar menez a dalv dezhañ da sichenn e wel al Lingonikon a-hed hag an holl rannvro stag outañ.

1923
Daveenn : SKET p.12

sichenn

1931
Daveenn : VALL pg base

Ar blomenn greiz a bigne uhel he strinkad dour, a-raok kouezhañ, en ur saflikat, e-barzh un aoglenn greunvaen lizennek, hanafheñvel war he sichenn vistr.

1949
Daveenn : SIZH p.44

Tostaat a ra an dud a ra sichenn ar sistem gwaskañ (poliserien, soudarded, ha kement zo) ouzh o mistri evel-se.

2015
Daveenn : DISENT p43

Ar briedelezh a oa un ensavadur diazez, sichenn pep tra, munutañ kellig ar gevredigezh.

2023
Daveenn : DREAM p. 147

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial