Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. V.k.e. A. 1. Lakaat (udb.) da dremen dre ur sil. Silañ ar sistr dre an tamouez. Silañ yod. Gant petra e vo silet al laezh ? & Trl. skeud. Silañ ar yod dre lost he hiviz : na sellet tamm ouzh an dispignoù. 2. Dre heveleb. Silañ sklêrijenn : na lezel da dremen nemet darn anezhi. Skourroù ar gwez a sile sklêrijenn an heol. 3. Ent strizh Na lezel udb. da dremen, da vont en ul lec'h bnk. & Trl. skeud. Silañ ur fubuenn ha lonkañ un aval : na lakaat evezh gant ar pezh zo dleet, na ziwall pa ve ret. 4. Lakaat udb. da dremen en ur faout, ur gwask, h.a. Silañ ul lizher dindan an nor. B. Dre skeud. 1. Silañ ur mennozh, ur gredenn en ub. : lakaat ar mennozh-se, ar gredenn-se, a-nebeudoù, hep ober re a van, da vezañ e hini. ganto eo bet silet ar c'hredennoù-se en o zouez. Silañ nerzh e kalon ub. : e gennerzhañ. 2. Silañ ur gomz d'ub. en e skouarn : he reiñ dezhañ da glevet, sioulik pe dre dro dh. Silañ ur rebech d'ub. e pleg e skouarn. Ar pezh a silan deoc'h en ho skouarn. II. V.g. (db. an heverennoù) Mont a-nebeudoù, pe evit un darn, a-dreuz udb. Silañ a rae an avel dre greiz ar gwez kozh. III. V. em. EN EM SILAÑ. A. (db. an heverennoù) Mont a-nebeudoù pe evit un darn a-dreuz udb. An dour en em sil etre ar mein. Ar glav en em sile dre e gerc'henn. B. Dre skeud. 1. (db. an dud) Mont ent ouesk e-touez traoù, dre ur riboul bnk. Ar paotrig en em sile etre skourroù ar gwez-derv. & Trl. kv. En em silañ evel ur silienn : en un doare ouesk-tre. Evel ur silienn en em sile e-barzh an tren. 2. En em laerezh, en em dennañ en un doare ampart. En em silañ er-maez. Al lampon a c'hallas en em silañ kuit. Klask a rejont kregiñ ennañ met en em silañ a reas a-dre o daouarn. 3. Mont a-nebeudoù, hep sachañ evezh, en ul lec'h bnk., en udb. En em silañ a ray ar bleizi e- touez an deñved. Un treitour a oa en em silet er strollad. 4. (db. ar santadoù, ar boazioù, h.a.) Gounit ub. tamm ha tamm. An avi en em silas en e galon. Ar boazioù fall a oa en em silet dre laer e-touez an dud.

Skouerioù istorel : 
37
Kuzhat roll ar skouerioù

silañ

1499
Daveenn : LVBCA p183

silañ laezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg couler du lait, passer (du lait)

silañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sizla

silañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ciller

silet

1732
Daveenn : GReg pg couler (du lait, ou autre liqueur, les passer dans un couloir)

yod silet

1732
Daveenn : GReg pg boüillie (d'avoine, ou boüillie passée)

siliñ

1732
Daveenn : GReg pg couler (du lait, ou autre liqueur, les passer dans un couloir)

silañ laezh

1732
Daveenn : GReg pg couler (du lait, ou autre liqueur, les passer dans un couloir)

silet

1732
Daveenn : GReg pg couler (du lait, ou autre liqueur, les passer dans un couloir)

silañ laezh

1732
Daveenn : GReg pg couler (du lait, ou autre liqueur, les passer dans un couloir)

en em silañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sila

silañ

1850
Daveenn : GON.II pg sila

silet

1850
Daveenn : GON.II pg sila

silit ar yod

1850
Daveenn : GON.II pg sila

En em silañ a ris a-zindano da guzhet.

1878
Daveenn : EKG.II p.126

silañ yod

1909
Daveenn : BROU p. 420

Betek el lec’h-se e rankent bezañ noz-deiz bepred war evezh, rak, dre en em silañ a enezenn da enezenn war o bagoù pilprennek, e-kuzh an deil haleg a-soubl a-us d’ar red, ar raoskl hag ar broen en o sav war c’horre an dour, e teue Erkuniz, war greiz an deiz zoken, da skeiñ outo o daredoù.

1923
Daveenn : SKET p.119

Heuliañ a raent tad-kozh blevek ar c’hoad (da lavarout eo an arzh), war e dro da vela hag e rannent gantañ e breizhadenn ; gedal a raent ar gwiñverig gell o fringal, selaou ouzh kan an evned, ha, d’an noz, da skleur al loar, en em silañ war ribl an dour, da spiañ miled ar c’hoad, kezeg, moc’h, kirvi, tirvi gouez, o tont, a-vagadoù, da zourañ.

1923
Daveenn : SKET p.40

E skeud an dizunvaniezhoù-se, ar c’hasonioù a voe hadet ganto hag an emstourmadoù a zeuas da heul, en em silas ar varc’hadourien diavaeziad betek e don ar vro, oc’h anavezadenniñ heñtoù ha gwenodennoù, o jedadenniñ penn-kêriou, kreñvlec’hioù, tiez a-skign, o veizadenniñ niver ar vrezelourien, o hoalañ, o vreinañ an darvuiañ eus an uhelidi, eus ar roueed hag ar pennoù, o saotrañ kalon hag ene ar yaouankiz. Hounnezh e voe ar gentañ gwalenn.

1923
Daveenn : SKET p.86

Hep gouzout d’ar c’hedourien lakaet bemnoz gant Kintus, ar penngadour, en-dro da dachennad al logelloù, en em siljont betek an ti-soul ma veve ennañ an teir c’hoar.

1923
Daveenn : SKET p.102

[S]iwazh ! ankouaus e oa ; ha, pa [veze] brav an amzer, tomm an heol, pa wele ar vugale all o c’hoari en traezh pe er vourk, kelennoù, urzhioù, gourc’hemennoù Izabel a-nebeudoù a sile dre e [g]oun.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

En ul lestr aour e puñse anezhañ ; her silañ a rae dre he lien-gouel hag her reiñ dezhañ da evañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.17

Keuz da Vilzig d’e vamm-gozh, ha dourek e ouelas ; bugelig a oa, hag ar c’heuz, ar glac’har abred a sil a-dreuz eñvor ar vugale.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.

1929
Daveenn : SVBV p.8

Dirak an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en ur leñvañ hag en ur hiboudiñ war un ton hiraezhus ha klemmvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poulpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude bezañ en em silet dre angelloù prenn rod vras ar vilin gozh he mogerioù iliavek.

1929
Daveenn : SVBV p.18

Tostaat a rejomp goustadik ouzh ar porrastell, ha pa oa troet e gein gant ar porzhier, en em siljomp dre an nor vihan er-maez.

1944
Daveenn : EURW.1 p35-36

— « Kenkoulz eo deomp mont ac’han[n], » a silas Job e pleg skouarn Lom.

1944
Daveenn : ATST p.36

Kregiñ a reas egile en e vilgin, hag e sile dezhañ en e skouarn. - N'ho pefe morse soñjoù lous ?

1949
Daveenn : SIZH p.47

- Azezit em c'hichen emezi. Mouezh an eostig-noz ; un isvouezh gourlañchenn, klouar ha sev. Hag o tont eus he c'horf, ur wrez kevrinus, a'n em sile en e wazhied-eñ.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Chom a reas krenn war e gaoz. Tro en doa amañ da silañ ar goulenn d'e c'hoant gouzout.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Ha beli hakr an Ifern ruz / A dreñkas din ma bouedenn penn, / A silas atiz lor dre guzh / Em askre vil ha trellet tenn ?

1960
Daveenn : PETO p27

Ha kement-se a ro tu din da reiñ da c'houzout penaos e vezed gwisket evit ober al labour edomp o kas da benn : evit al labour e lakaemp peurvuiañ ur bragoù berr, o tennañ d'ar re a zo bet anavezet kalz ivez gant loened pe blant 'zo, e tougemp bodreoù lien tev (al lêr a vije aet da fall diouzhtu !); met ar pep pouezusañ evit bezañ en e aez a oa dougen boteier lien gant solioù kanab (un doare espadrilhoù o sevel uhel e doare golo mat an ufernioù); gant ar re-se e c'helled mont en dour kement ha ma kared peogwir e sile an dour er-maez goude dre wask an danvez, ha ne chome ket da saflikat er botoù.

1985
Daveenn : DGBD p110

ha pa zeue a-benn da vorediñ, ne oa ken evit he gwelout oc'h en em silañ e kuzh e-barzh tiez morgousket, pe o fiñval herrek-ouzh-herrek betek ar vezevell zoken, a-dreuz milendalloù anvevenn ar gêr

2012
Daveenn : DJHMH p23

Neuze e tleit gouzout, kenkoulz hag an holl ac'hanomp, e oa un dra bennak iskis gant an den-se - un dra bennak a lak da vezañ trejeboulet - n'ouzon ket mat , Aotrou, penaos lavarout, nemet e santit un dra sklas oc'h emsilañ betek mel hoc'h eskern.

2012
Daveenn : DJHMH p69

Aon en dez an nen rak an titouroù o "fuiñ" hag a c'hallfe diskar an obererezh, aon rak unan bennak en defe gallet en em silañ en aozadur, peotramant c'hoazh aon rak feulster ar boliserien traken.

2015
Daveenn : DISENT p154

Goude-se e siler e zivrec'h dre zindan divskoaz an den a zo dirazoc'h, ha kregiñ start an eil e-barzh eben, gant e zaouarn pe e velloù-dorn, ouzh bruched an den.

2015
Daveenn : DISENT p96

Er c'hontrefed e c'hall klask an den e-karg daremprediñ ar mediaoù ha silañ d'an dud-se un nebeud doareoù all da welet an traoù, arguzennoù all pe barnadennoù dizrouk diwar-benn ar pennadoù savet a-enep deomp gante.

2015
Daveenn : DISENT p125

Notennoù studi

S.o. an notenn diwar evezhiadennoù Gw. ar Menn er pennad "sil".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial