Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Str. Gwez eus ar genad Cupressus pe Chomaecyparis, dezho delioù padus, a blanter el liorzhoù. Ar siprez a zev evel plouz. E-lec'h spern e kresko siprez. 2. H.g. Koad ar gwez-se end-eeun. Koufroù siprez.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

siprez

1499
Daveenn : LVBCA p183

siprez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Cyprés

siprez

1732
Daveenn : GReg pg cyprès (arbre)

koad siprez

1732
Daveenn : GReg pg (du) cyprês

Nag a stad a vije bet ennon o pignal betek Longwood, o kutuilh ur bodig siprez war vez gwirion Napoleon, hag o pediñ evitañ du-hont, me, gourvab unan eus e soudarded, tad Soaz Sapeur !

1954
Daveenn : VAZA p.114

Lavarit din ’ta piv a skuizhfe o parañ e selloù war gêr Naplez gant he gwiad straedoù strizh, he ziez o krapal a-serzh adalek traoñ ar porzh betek lein ar menezioù ma spurmanter warno gwez siprez gweet ha krommet gant ar seizh avel war-du an donvor, evel tud a feiz daoubleget da drugarekaat an Aotrou Doue evit kened ur bed en deus bet ar vadelezh da grouiñ.

1954
Daveenn : VAZA p.139-140

Ofis publik ar brezhoneg