Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Ne soñj ket din, pa weler ar pres a zo war an dachenn sokial pe war hini an endro, pa vez santet efedoù drastus sistem frankizour ar gevalaouriezh nevez.

2015
Daveenn : DISENT p15

Diaes eo sammañ an traoù-se war tachenn ar politikerezh, rak broudañ a ra an dud d'en em vac'hañ e-barzh ur sistem e-lec'h ma ra fae an eil renkad sokial ouzh egile, ur sistem a ouennelouriezh a spered, ur mod boutin da gevredigezhioù direizh an hiniennoù d'en em lakaat da varnerien kalet [galet], strizh ouzh dislavaroù ar re all met morse ouzh o dislavaroù dezhe o[-]unan.

2015
Daveenn : DISENT p64

N'eo ket dav bezañ paranoiak evit-se, evel ma vez gwelet alies er metoù a-enep ar sistem.

2015
Daveenn : DISENT p87

Koll a rafent [an demokratelezhioù] ar pezh a ra d'an dud asantiñ didrouz pe sikour ar sistem en ur mod oberiant zoken : koll a rafent ar gredenn int sistemoù peurreizh abalamour int demokratel.

2015
Daveenn : DISENT p133

Abalamour d'ar c'henarroud dibar-se hag a zo hon hini e rankomp diwall diouzh daou dra : bezañ parano (da lâret eo gwelout poliserien ha sistemoù evezhiañ e pep lec'h) ha bezañ hegredik.

2015
Daveenn : DISENT p134

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial