Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doare skalier hezoug, derezennoù outañ, a implijer evel ur skeul. Pignet eo war ur skabell evit tapout ul levr diwar stal uhelañ e levraoueg. 2. Nep azezenn droadek, uhel pe uheloc'h, hep kein na brec'hioù. & (impl. hep gm.) Kemerit skabell hag azezit. 3. (en tiez) Pezh arrebeuri izel a lakaer e dreid warnañ pa vezer azezet en ur gador-vrec'h. & Trl. skeud., dre zismeg Bezañ skabell dindan troad ub. : bezañ mevel pe vatezh e koumanant gantañ. 4. (en ilizoù) Pezh arrebeuri izel a zaouliner warnañ evit pediñ pe gofes. 5. Skabell-douseg : kabell-touseg.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

skabell

1499
Daveenn : LVBCA p183

skebell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg scabel

skabell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg scabel

skebell, skabelloù

1732
Daveenn : GReg pg escabeau (ou escabelle)

skabell

1732
Daveenn : GReg pg escabeau (ou escabelle)

skabelloù

1850
Daveenn : GON.II pg skabel

skabell

1850
Daveenn : GON.II pg skabel

kemerit pep a skabell

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skabel

skabell

1850
Daveenn : GON.II pg skabel

Na hejit ho skabell : rak mard eo uhel eo kamm, mar deu da gostezañ, ho pezo ur gwall-lamm

1867
Daveenn : MGK p5

Hag eñ azezañ war ur skabell goad a yoa e-kichen ar prenestr ha da sellet ouc’h ar mogerioù kouezhet, ouc’h an tiez distoet, ouc’h an iliz diskaret nemet ar pignon tro ouc’h ar sav-heol.

1877
Daveenn : EKG.I. p.56

Abaoe an devezhioù-se, pep Sul, keit ha ma voe bet gant ar Gwennili, en d[ez]e plijadur o welet anezhi o tiskenn d’ar bourk evit mont d’an oferenn-bred, evurus p’he d[ez]e taolet ur sell etrezek ennañ, evurusoc’h c’hoazh pa wele anezhi daoulinet war skabell voulouz an aotrou kont Tremedern.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

Pa chomas trumm a-sav, hag eñ gant e dorch en e zorn hag e skubellig-blu [sic] dindan e gazell [sic], ha treiñ dre greiz-tre div renkennad skebell, war-du an tu dehou.

1949
Daveenn : SIZH p. 37

Azezañ a reas ar breur Arturo, da c'hortoz, war ar skabell voas.

1949
Daveenn : SIZH p.65

A-dreñv taol ar Maer, eur grusifi stag ouzh ar voger. War al leurenn, div pe deir skabell.

1960
Daveenn : PETO p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial