Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. 1. Faoutañ dre wered an amzer sec'h pe yen. Skarnilet eo e ziweuz. Skarnilañ a ra ar c'hoad-mañ gant an heol. & Dre c'hwez. Skarnilet eo ma zeod gant ar sec'hed : sec'hed bras am eus. DHS. spelc'hiñ. 2. Dre ast. Skarnilañ gant ar riv : kaout riv kenañ. 3. (db. ar boued) Dont da leskiñ. Lezel ar friko da skarnilañ.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

skarnilañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg secher

skarnilet gant ar riv

1732
Daveenn : GReg pg froid (Avoir grand froid, pp.)

skarnilhet

1732
Daveenn : GReg pg decharner (maigrir, secher)

skarnilañ

1732
Daveenn : GReg pg dessecher (se fendre par la chaleur, par le froid), gercer (Gercer, parlant du bois, qui se fend, de l'enduit des murs qui se crevasse, &c.), haler (sécher, dessécher, gercer)

skrinet, skarnilet, skarret, eo holl ar c'hoad-mañ

1732
Daveenn : GReg pg (ce bois est tout) desseché

fritañ gant an dommder, ha skarnilañ, skrinañ, gant ar riv

1732
Daveenn : GReg pg dessecher (au soleil; fendre de chaud & geler de froid)

skarnilañ, skarrañ, skarillañ, digeriñ, faoutañ a ra ar c'hoad-mañ gant an heol

1732
Daveenn : GReg pg (l'ardeur du soleil fait) fendre (ce bois)

skarnilañ gant ar riv

1732
Daveenn : GReg pg froid (Avoir grand froid.)

skarnilañ

1732
Daveenn : GReg pg decharner (maigrir, secher), (se) fendre (s'ouvrir par le chaud, ou par le froid)

skarnilet

1732
Daveenn : GReg pg decharner (maigrir, secher), dessecher (se fendre par la chaleur, par le froid), gercer (Gercer, parlant du bois, qui se fend, de l'enduit des murs qui se crevasse, &c., pp.), haler (sécher, dessécher, gercer, pp.)

skarnilañ

1732
Daveenn : GReg pg decharner (maigrir, secher)

skarnilet

1850
Daveenn : GON.II pg skarnila

skarnilañ

1850
Daveenn : GON.II pg skarnila, spinac'ha

Evit en em ginklañ, ne c'hell ket dont a-benn / Da guzhet ar frailhoù a skarnil he c'hroc'hen, / A zo roudennet don gant ivin an amzer, / A gar krabanata pep tra ha merc'hed kaer.

1867
Daveenn : MGK p57

Ar gentañ, en he brud a oa sonn he c'hribell ; / An eil, aval krinet, etre poazh ha pezhell, Gant liv ha kinklerezh a guzhe ar frailhoù / A skarnile dezhi he zal hag he jodoù.

1867
Daveenn : MGK p63

skarnilañ

1909
Daveenn : BROU p. 418 (se dessécher)

skarnilet eo va zeod gant ar sec'hed

1909
Daveenn : BROU p. 418 (se dessécher)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial