Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. A. 1. Ledañ, ingalañ tammoù udb., elfennoù ur stroll traoù. Mar bez heol, e skignor foenn. Skignet en doa ludu war an douar. DHS. strewiñ. 2. (db. ar gwez) [1699] Astenn. [1699] Ar wezenn a skign he skourroù. B. Dre ast. 1. Lakaat udb. da vezañ anavezet e-touez un niver bras a dud, da dizhout kalz a dud. Skignañ kazetennoù, kentelioù, brudoù, keleier, mennozhioù. Ar c'hleñved-se a skign ar spont dre-holl. 2. (db. ar skingomz, ar skinwel) Skingas. Skignañ abadennoù. II. V. em. EN EM SKIGNAÑ : en em ledañ. An dispac'h ne zaleas ket d'en em skignañ e Breizh-Izel.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

skignañ

1499
Daveenn : LVBCA p184

skignañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg etendre, repandre

ar wezenn a skign he skourroù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (l'arbre) etend (ses branches)

skignañ

1699
Daveenn : Har. pg skignañ

skignañ foenn

1732
Daveenn : GReg pg étendre (du foin à secher)

skignañ

1732
Daveenn : GReg pg deborder (s'épancher, se répandre (parlant de la bile, & des autres humeurs qui sortent de leurs vaisseaux))

skignañ tu-hont ha tu-mañ

1732
Daveenn : GReg pg disperser (répandre, mettre en divers lieux)

skignañ e vrankoù, e skourroù

1732
Daveenn : GReg pg étendre (ses branches, parlant d'un arbre)

eostiñ, skignañ foenn

1732
Daveenn : GReg pg faner (faire le foin)

ar wezenn-se a skign pell he skourroù

1850
Daveenn : GON.II pg skiña

skignet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skiñet

skign

1850
Daveenn : GON.II pg feltra, skiña, skiñadur, stréaouin

skignet

1850
Daveenn : GON.II pg skiña, skiñadur

mar bez heol, e skignot ar foenn

1850
Daveenn : GON.II pg skiña

Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an eñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern.

1867
Daveenn : MGK p23

Breizhiz, gwir vreudeur kalonek, / Mougomp an drouk dre ober mat, / En em skignomp holl e pep prad / Da gutuilh bleuñv a'r re gaerañ, / D'ober ul labour ar gwellañ, / D'ober da Vreiz kant kurunenn, / Ha pa ve fuc'h er c'hozh kelien !

1867
Daveenn : MGK p115

Evel-se, dre skeiñ taolioù ha skignañ spont, e tigorjont an hent dirazo betek lenn an Heol, an Albis, ar Visuria, an Amisios, hag e savjont war o glannoù seizh rouantelezh a zo manet war goun an dud an anvioù anezho ha darvoudennoù o buhez.

1923
Daveenn : SKET p.140

D’an diwezh, Kadra ha Daga, diwar un damc’hoant-gwelout, ken-ha-ken ha dre m’o doa aon rak anoaziñ an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-evañ, o hanter-leugnjont eus an died du m’en em skigne ar c’hwezh-vat anezhañ dre al logell.

1923
Daveenn : SKET p.103

Ac’hano en em skignas ar gwarezadur diouto war an holl vro dalc’het gant bagad Nemetos (1).

1923
Daveenn : SKET p.127

Derc’hent an donedigezh en em skigne ar baotred hag ar merc’hed yaouank dre ar c’hoadoù da guntuilh barroù-glas ha da zastum bleunioù muiañ ma c’hallent.

1923
Daveenn : SKET p.59-60

El lec’hioù ma c’holo ar c’hoadoù lein tornaodoù serzh, e kresk ar gwez faou ha derv e bevennig an islonk : skignañ o barroù deliaouek a-us d’an tonnoù a reont hag astenn o skeud war ar mor.

1923
Daveenn : SKET p.94

O beli a skignont da bell hag e savont impalaerdedoù bras.

1924
Daveenn : SKET.II p.71

Hag evel just, ar re-mañ mall dezhe da skignañ ar brud eus an eil ti d’egile.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.977 (Even 1924)

An neventi-mañ en em skignas dre ar bourk : al laer a zo bet er presbital !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

Ar besketaerien ac’h aio war ar maez da werzhañ pesked pe gregen, a skigno ar brud penaos e vo, en Kervarker, da Veurzh-al-Lard, graet fest ar gwadigennoù, en abeg eured an aotrou.

1925
Daveenn : BILZ2 p.156

Ne vo ket hor strivadenn didalvoud-krenn marteze, m'he deus hol lakaet da skignañ un tammig ar c'hoant studiañ hag enklask.

1943
Daveenn : TNKN p92

Ar gwallon aheurtet zo hep mar / D'an noblañs war dec'h pe vignon pe gar. / Beleg eveldout, hogen unan fall, / E skign dre ar vro brizhkredennoù dall.

1960
Daveenn : PETO p36

Tud a boell an dispac'herien / A zo hor gwashañ mac'herien / Dalc'hmat o klask prientiñ freuz / Ha skignañ gwalleurioù ha keuz ?

1960
Daveenn : PETO p18

Ha, bemdez, trubuilh, reveulzi, / Dic'hlanniet foll, par d'an dour-beuz, / D'hon drastañ diroll [,] d’hor beulziñ / O skignañ spont, daeloù hag euzh.

1960
Daveenn : PETO p28

Ur ganaouenn nevez veur a oa bet savet, hag edod ouzh he skignañ dre ar bed.

1985
Daveenn : DGBD p140

Treuzwisket e oa ar stourmerien evel deportidi ar bloavezhioù 1940 ha lampat a rejont, koulz lâret, war ar boliserien evit ma c'hallfent harzañ anezhe... hag e vefe filmet ha skignet an abadenn.

2015
Daveenn : DISENT p148

Nac'h paeañ e dailhoù, gwiskañ arouezioù difennet, sevel ur gambr labour-douar evit ar stourmerien hag evel-se mont a-enep-krenn monopol kambroù al labour-douar, reiñ bod da dud dibaper -felladenn a genskoazell-, krouiñ ha skignañ ur moneiz er-maez lezenn, implijout sielloù melestradurel, nac'h bezañ harzet...

2015
Daveenn : DISENT p57

Soñjal a ra dezhañ emaomp o vont da skignañ anezhañ e-touez ar gazetennerion?

2015
Daveenn : EHPEA p90

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial