Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Strollad tud a bleustr war udb. a-gevred. Emañ skipailh Cholori o kas da benn ul labour pouezus evit dazont hor yezh. Skipailh mell-droad Brest. & Ent strizh Strollad kerent hag amezeien a sikour an eil egile evit labourioù bras o atantoù. HS. kouch, laz, pare. 2. Dre ast. Bandennad. N'eo ket labour a vanke d'ar vamm gaezh gant ar skipailh bugale-se. DHS. druilh, ribitailh, struj.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Kent din stagañ ganti koulskoude e teu Dimitriou hag e skipailh tre er gegin da-heul Dermitzakis.

2015
Daveenn : EHPEA p49

Leveoù a bep seurt a c'hall bezañ kinniget d'an dud hag a c'hallfe mont a-enep urzh an traoù evel m'emaint : respedoù politikel gopret mat, plasoù miret e skipailhoù-kuzuliañ an dilennidi, implijoù e-barzh kevredigezhioù fur ha sentus rak skoazellet gant an arc'hant publik...

2015
Daveenn : DISENT p153

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial