Heuliañ a raent tad-kozh blevek ar c’hoad (da lavarout eo an arzh), war e dro da vela hag e rannent gantañ e breizhadenn ; gedal a raent ar gwiñverig gell o fringal, selaou ouzh kan an evned, ha, d’an noz, da skleur al loar, en em silañ war ribl an dour, da spiañ miled ar c’hoad, kezeg, moc’h, kirvi, tirvi gouez, o tont, a-vagadoù, da zourañ.
skleur
Tennañ a reas un dic'hwezhadenn. Diwisket he devoa ur vanegenn. He gwalinier a daolas skleuroù. Ar breur Arturo a selle ouzh he brennid o sevel hag o tiskenn, hervez anal ar vaouez.
Pa vez deut ar c'hoad da vezañ un tamm sec'h e c'heller ober gouloù gantañ, hag an dañsoù a vez kaset en-dro peurvuiañ en-dro ouzh skleur etivi okoume.
Evelato, evel ma oa troet e tiskoueze dezho hepken ur skleur ruz-roz o c'hoari war al lein, adskedoù an tan dameuc'het gant tal lufrus ar presoù, hag o dremmoù int o-daou stouet warnañ, disliv ha spontet.
Emañ skipailh Dimitriou o fuketal ouzh skleur ar c'hleuzeuregoù, lakaet splannoc'h gant luc'hvannerioù ar gêrreizh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
skleurenn