Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Lugernus-kenañ. O daoulagad a oa skoelf evel daou gef-tan. An tour-tan a zle bezañ unan eus ar c'hentañ klas, gant tan skoelf. DHS. splann. 2. Dre ast. (db. an dud) Strafuilhet ken e koller ar vestroni war an-unan. Tud liv ar pec'hed war o min, ha daoulagad skoelf. [1878] Ha Janed ar Go, ha Manuel Conseil, skoelf o fenn, entanet o daoulagad, pep a gef-tan en o dorn, o-div d’ar c’hav... II. Adv. En un doare strafuilhet-kenañ. Sellet skoelf en-dro dezhañ.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha Janed ar Go, ha Manuel Conseil, skoelf o fenn, entanet o daoulagad, pep a gef-tan en o dorn, o-div d’ar c’hav...

1878
Daveenn : EKG.II p.73

Amañ e oa teñval evel dibenn ar pardaez; aze e ruzelle ur gell don, luc'hus ha flamm, evel gouloù un tangwall iskis; hag ahont, evit ur predig, al latar o vezañ tost roget, e c'halle ur bann a c'houloù-deiz skoelf emsilañ prim etre an troellennoù froudennus.

2012
Daveenn : DJHMH p39

Horellañ a reas, trabidellañ, krapañ en daol ha derc'hel krog enni, en ur drec'hwezhañ, skoelf e zaoulagad darwazhiet gant gwad, digor-bras e c'henoù.

2012
Daveenn : DJHMH p88

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial