1. (db. ar c'hezeg)
Douget da spontañ diwar an disterañ abeg.
Ur gazeg skoemp e oa honnezh.
HS. skeudig.
2. (db. ar merc'hed)
Troet da vont aes gant ar baotred.
Skoemp-kaer e oa ar plac'h-se.
3. (db. ar c'haozioù)
Dizereat un tamm.
4. (db. al labourioù)
Diaes da gas da benn, dre ma vez meur a gudenn en e gerz.
Ul labour skoemp eo sevel hevelep levr.