1. Gorreenn skorn.
Re danav e oa ar skornenn.
HS. klerenn, sklasenn.
2. Tamm skorn.
Lakaat ur skornenn en e werennad chug-frouezh.
3. Tamm dienn-skorn hezoug a c'haller debriñ diouzh e sav pe en ur vale.
Prenañ ur skornenn digant ar varc'hadourez dienn-skorn.
&
(er pretioù)
Meuz, dienn-skorn ouzh e ober, kinniget en ur gib.
Aet e oant, o-zri, Paolig hag an daou soudard, tri pe bevar baz war ar skornenn ; edont e-kichen an toull... Mes ar skornenn, kalet a-walc’h evit dougen ur soudard hepken, ne c’hellas ket dougen tri. Sklakal, faoutiñ, terriñ a reas...
Eat oant, ho zri, Paolik hag an daou zoudard, tri pe bevar baz var ar skournenn ; edont e kichen an toull... Mez ar skournenn, kalet avoualac’h evit dougenn eur zoudard epken, ne c’hellaz ket dougenn tri. Sklakal, faouti, terri a reaz...
1878
Daveenn :
EKG.II
p.163
E 1876 en deus Barrois goulakaet, evit diskoulmañ kudenn ar c'herreg estren a gaver war aodoù Breizh, e vefe bet degaset ar c'herreg-se war skornennoù war-neuñv, da vare skornegoù meur ar Pevarhoalad.