Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.
Nann, bennozh d’al listri-brezel, kaout a raen tu da sevel va fri e pell-bro, da welout tud na vezont merzet nemet er fiñvskeudennoù gant an darn vuiañ, ha d’am meno klevout pennoù-bras ar bed-mañ o pasaat pe o tistrevial evel c’hwi ha me, ha sellout outo o tremen war ur skramm, a zo daou dra disheñvel-tre.
Skramm demokratelezhioù ar C'hornôg a skoach fall a-walc'h penaos e vez sunet pinvidigezhioù an Douar, penaos e vez graet brezel dizehan d'ar re baour en Hanternoz koulz hag er C'hreisteiz, penaos e vez dalc'het groñs d'ar galloud gant ul lodenn vihan a dud binvidik.
A-dal dezhe, war ur gador vihan, ur skinweler a-vent gant un urzhiataer kozh a zo enaouet met ar re-se ne sellont ket ouzh ar skramm.
Stankoc'h-stankañ e vez ar c'hameraioù-evezhiañ, hag a-wechoù e vez tud dirak ar skrammoù evit dielfennañ ar skeudennoù war ar prim pe dost.
Gouloù cheñch-dicheñch ar skrammoù a sklêrijenne an dremmoù aketus, a dride gwech an amzer aon pe gant fulor ar c'hoarierien.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
skramm-arnod