1. Evn mor, eus an iskerentiad
Sterninae, heverk dre e gabell du, arwenn-louet pluñv e gorf, a arouezer meur a spesad gant e anv.
2. Skravig boutin : ar spesad Sterna hirundo.
&
Skrav an Hanternoz : ar spesad Sterna paradisaea.
&
Skrav kein-du : ar spesad Sterna fuscata.
&
Skrav Dougall : ar spesad Sterna dougallii.
&
Skrav-kuchenn : ar spesad
Sterna sandvicensis.
Brini a goage er c’hoadoù ; skraved-mor ha gwennelied a gelc’hiate a-us d’ar geotegoù ha d’an heizegoù ; c’hwiboned, divaskellet-ledan, a vargede en aer ; evned-preizh a nije a-denn-askell dindan tor ar goabrenn.
Brini a goage er c’hoadou ; skraved-mor ha gwennelïed a gelc’hiate a-us d’ar geotegou ha d’an heizegou ; c’houiboned, diouaskellet-ledan, a vargede en aer ; evned-preiz a nije a denn-askell dindan tor ar goabrenn.