D’ar Sul, goude an oferenn-bred, leinet gant ar paotr, pe war ar pemdez, pa n’ ec’h ae ket ar vag d’an aod, Bilzig a gerzhe dre al lanneier, hag e teue gantañ e vec’h a raden hag a valan-bugel : raden evit klenkañ, pakañ ar pesked hag o delc’her fresk, balan-bugel evit ober skubelinier evit skubañ ha gwalc’hiñ an div vag.
Ar breur Arturo, nac'het gantañ azezañ, a chome ouzh e sav, gant e skubellenn hag e zorch, dirak Palmira daoulinet war darenn-derez chapelig ar Rozera.
Pec’hiñ a rafen o klemm ouzh an degemer a veze graet din gant an dud a beadra ; gwreg ebet ne savas troad he skubellenn a-us d’am choug, ar c’hontrol eo, pedet e vezen e pep lec’h d’evañ ha da zebriñ, laouen-kenañ e tivizent ganin a-zivout va amzer war vor hag ar broioù pell, met pebezh kemm kerkent ha ma toullen kaoz diwar-benn va c’hwec’h[-]kant lur war gred !...
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
skubellenner