1. Lestr prenn pe briaj ledan ha kleuz a dalveze gwechall da zebriñ ar soubenn dh.
Ar skudelloù a veze lakaet war o genoù el listrier.
[1954] Ken don ha ken ledan hag un derinenn e oa e skudell, met gwech ebet ne gave ar soubenn na druz na fetis a-walc’h.
HS. asied, gwerenn, plad (G.).
II.
A.
Dre ast.
1. Lestr kleuz a implijer er c'heginerezh.
&
Skudell-dorzh : skudell vras a dalveze da gas an toaz bara d'ar forn.
2. Pep hini eus div bladenn vetal ur bouezerez.
&
Trl. skeud.
Na vezañ kompez ar skudell gant ub. : na vezañ reizh ar justis en e geñver.
B. Dre heveleb. (db. ar plant)
Skudell-zour : lugustrenn.
HS. loa-zour.
Ne vezo kanet nemet kanaouennoù a vrezel, a lakay kalon an holl da dridal, ha, da ziwezhañ, ec’h azezimp holl ouc’h an daol evit dibriñ, evel breudeur, ur fest ha ne vanko ennañ na cher vat leizh-kof, na gwin kozh da evañ gant ar skudell.
Ne vezo kanet nemed kanaouennou a vrezel, a lakai kaloun an oll da dridal, ha, da ziveza, ec’h azezimp oll ouc’h an daol evit dibri, evel breudeur, eur fest ha ne vanko ennhan na cher-vad leiz kof, na guin koz da eva gand ar skudel.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.176
Unan eus ar soudarded a yeas da lost an ti da gerc’hat ar parailher leun a skudelloù, ha neuze pep hini a yae d’ar varrikenn gant e skudell hag a eve kement ha ma kare.
Unan euz ar zoudarded a ieaz da lost an ti da gerc’hat ar parailler leun a skudellou, ha neuze pep hini a iea d’ar varrikenn gand he skudell hag a efe kement ha ma kare.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.71-72
skudell
skull
1909
Daveenn :
BROU
p. 419 (écuelle)
skudell
skuell
1909
Daveenn :
BROU
p. 419 (écuelle; au Cap on dit skuell)
skudelloù
skudellou
1931
Daveenn :
VALL
pg bassin
skudilli
1931
Daveenn :
VALL
pg bassin
skudell
1931
Daveenn :
VALL
pg bassin
Ken don ha ken ledan hag un derinenn e oa e skudell, met gwech ebet ne gave ar soubenn na druz na fetis a-walc’h.
Ken don ha ken ledan hag un derrinenn e oa e skudell, met gwech ebet ne gave ar soubenn na druz na fetis a-walc’h.
1954
Daveenn :
VAZA
p.116-117
Da gement pred nemet tri zraig, / Magadur dreut, divlaz d’am staon : / Em skudell dour, holen, baraig. / Penaos, eta, terriñ ma naon ?
Da gement pred nemet tri zraig, / Magadur dreut, divlaz d’am staon : / Em skudell dour, holen, baraig. / Penaos, eta, terri ma naon ?