Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Forzh pegement. Traoù zo deuet ganto, sof-kont. Evañ sof-kont. [1954] Grit en anv Doue ma tapin jiboez sof-kont. Evel-se bezet graet ! [1954] [...] ur soubenn eus ar c’hentañ, un dailhenn vrav a gig-bevin pe leue gant avaloù-douar, fav, piz, pe louzoù all diouzh ma veze koulz ar bloaz, ur werennad jistr war ar marc’had ha bara gwenn sof-kont. & Sof-kont a : e-leizh a. Sof-kont a brofoù. HS. dreistkont.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Bez' e veze gantañ evelato e godell e levitenn a bep seurt liv ur paper skrivet gant va zonton, Pipi : + Jezuz, Mari, Jozeb + Grit en anv Doue ma tapin jiboez sof-kont. Evel[-]se bezet graet !

1954
Daveenn : VAZA p.21

[...] pikoloù pakadennoù leun a draoù a bep seurt : Aotrou Doueoù eveljust [sic evel-just], skeudenn hon Tad Santel ar Pab Leon trizek, hini Itron Varia Lourd, chapeledoù ha meladennoù [sic, medalennoù ] sof-kont, pedennoù evit kement degouezh er vuhez ha zoken evit goulenn ur marv mat, met ivez pezhioù dilhad, c’hoarielloù, ha dreist-holl fardaj e-leizh eus ti an apotiker [...].

1954
Daveenn : VAZA p.36

Diganimp ’vat, ar re baourañ, ne veze kemeret nemet tri-c’hant lur er bloaz, hag evit ar bern arc’hant-se, bez’ e veze da greisteiz ha d’an noz, n’eo ket gwelien, met ur soubenn eus ar c’hentañ, un dailhenn vrav a gig-bevin pe leue gant avaloù-douar, fav, piz, pe louzoù all diouzh ma veze koulz ar bloaz, ur werennad jistr war ar marc’had ha bara gwenn sof-kont.

1954
Daveenn : VAZA p.50

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial