Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1980] A sell ouzh ar gevredigezh, ouzh an darempredoù etre an dud er gevredigezh. Ar vuhez sokial. Surentez sokial. & Tr. Skiantoù sokial. HS. kevredel, kevredigezhel.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Klask a raimp lakaat warni ar pep pouezusañ eus ar vuhez sevenadurel, sokial ha politikel

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.6

Hervez plac'h ar servijoù sokial e oa ar brezhoneg a oa kaoz da drubuilhoù Katell.

2013
Daveenn : YUDAL p76

M'emaoc'h o terc'hel sez sokial un embregerezh hag a zo kablus eus un dra spontus war dachenn an endro, eo ret d'an arvesterien, pe d'ar c'hazetenner deuet da dennañ ar poltred da glokaat e bennad, kompren ster an obererezh e-korf ul lajadig, a-drugarez d'ur skeudenn nemetken [...]

2015
Daveenn : DISENT p81

Ma c'hoarvez d'un den o tremen bezañ kizidikoc'h deus ar c'hudennoù sokial evit deus ar fent du ez eus riskloù ez afe hemañ e fulor, ha marteze e tapo unan deus ar vanifesterien faos ur skouarnad digantañ !

2015
Daveenn : DISENT p111

Kinniget e oa bet d'ar rummadoù sokial a lakae urzh an traoù en arvar mont da skolaer, da gelenner, da enklasker er skiantoù sokial, da edukatour, da labourer sokial, da vuhezour sokio-sevenadurel, da implijad en ur gevredigezh pe en un aozadur denegour.

2015
Daveenn : DISENT p153-154

Degemer a ra ar mennozh ez eo tonket da vont da goll an araokadennoù sokial bet kaset gant ar rummadoù kent dre stourmoù hir ha kalet.

2015
Daveenn : DISENT p10

E straed Pireós ez eo stankoc'h an tremenerezh ha pa erruomp a-geñver Kef ar Surentez Sokial ez eo ret deomp gorrekaat.

2015
Daveenn : EHPEA p17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial