Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tonkadur. Bez' e ouzout ervat emañ da sort etre ma daouarn. Pep hini en deus e sort. 2. Diviz a fizier er chañs. Galvet dre ar sort. & Trl. Tennañ, teuler d'ar sort : lezel ar chañs d'ober an dibab, da gemer an diviz e-lec'h an dud. Tennañ d'ar sort evit ar baotred a oa tennañ ur bilhed tu pe du : mont da soudard pe chom er gêr. Ma sae o deus taolet d'ar sort evit gwelet da biv e vefe. [1877] Mont a reomp da dennañ d’ar sort, hag ar seizh numero izelañ a vezo barnet, a-berzh an holl, da vont warc’hoazh da noz da gas Loull ar Bouc’h d’ar bed all da lavaret d’an Aotrou Doue an droug en deus graet war an douar. 3. (impl. da anv unan) Strobinell. Teuler ur sort. HS. sorserezh. ·

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

sort

1499
Daveenn : LVBCA p186

sort

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sort

tennañ d'ar sort

1732
Daveenn : GReg pg (tirer aux) billet(s)

tennet d'ar sort

1732
Daveenn : GReg pg (tirer aux) billet(s)

tennañ d'ar sort evit lakaat pep dekved soudard d'ar marv

1732
Daveenn : GReg pg decimer

TRIZEKVET PENNAD ———— An tennañ d’ar sort e Plabenneg hag e Kastell

1877
Daveenn : EKG.I. p.259

Mont a reomp da dennañ d’ar sort, hag ar seizh numero izelañ a vezo barnet, a-berzh an holl, da vont warc’hoazh da noz da gas Loull ar Bouc’h d’ar bed all da lavaret d’an Aotrou Doue an droug en deus graet war an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.110

Ar plouz berr a zo evel an tennañ da sort, dall-put, a c’hell lakaat un den kamm el lec’h ma tlefe bezañ un den lijer, hag unan bihan el lec’h ma vije ret kaout unan bras.

1878
Daveenn : EKG.II p.111

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial